Aleksei Brousilov
Aleksey Alekseevitch Brousilov (rusianeg: Алексе́й Алексе́евич Бруси́лов), ganet d'an 31 a viz Eost 1853 ha marvet d'ar 17 a viz Meurzh 1926, a oa ur jeneral rusian brudet evit bezañ bet krouer kadoniezhoù brezel evit an argadennoù hag a voe implijet e 1916 e-pad an Argadenn Brousilov, an trec'h bravañ e voe gantañ evel milour.
Kopiet e voe e zoareoù d'ober gant an Alamanted dre ma oant reoù nevez ha souezhus. Brousilov, ganet en noblañs (e dad a oa ivez ur jeneral), a voe gourdonet evel jeneral marc'hegiezh. E 1914 e oa anat dezhañ e oa echu gant ar varc'hegiezh er brezelioù modern, ar mindrailherezioù ha kanolioù a lakae implij ar c'hezeg da vezañ didalvoud. An istorourien a ra anezhañ ar jeneral rusian nemetañ a c'helle bezañ trec'h en emgann. En desped da-se, ar c'holloù uhel a voe gant ar soudarded dindan e urzhioù o devoa gwanaet al lu rusian].
E-pad an Argadenn Brousilov e oa kreñvoc'hik e nerzhioù eget re e enebourien (600 000 a-enep 500 000). Deuet e oa a-benn memestra e-doug 72 eur da vont war-raok eus 80 kilometr, da ober 200 000 prizoniad ha da dapout 700 kanol.