Alexander H. Stephens

Alexander Hamilton Stephens, bet ganet d'an 11 a viz C'hwevrer 1812 e Crawfordville (Georgia) hag aet da Anaon d'ar 4 a viz Meurzh 1883 en Atlanta, a oa un alvokad hag ur politikour stadunanat.
Besprezidant Stadoù Kengevreet Amerika e voe e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Prezegenn brudetañ Alexander Stephens eo an hini a zistagas e miz Meurzh 1861 evit difenn ar sklavelezh gant gerioù dibleg. Zoken pa glaskas sioulaat e fromoù goude ar brezel e oa chomet skoet an dud gant danvez ar brezegenn-se.

Alexander H. Stephens
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhStadoù-Unanet, Stadoù Kengevreet Amerika Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlexander H. Stephens Kemmañ
Anv ganedigezhAlexander Hamilton Stephens Kemmañ
Anv-bihanAlexander Kemmañ
Anv-familhStephens Kemmañ
Deiziad ganedigezh11 C'hwe 1812 Kemmañ
Lec'h ganedigezhTaliaferro County Kemmañ
Deiziad ar marv4 Meu 1883 Kemmañ
Lec'h ar marvAtlanta Kemmañ
Lec'h douaridigezhA. H. Stephens State Park Kemmañ
Yezh vammsaozneg Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherpolitiker, skrivagner Kemmañ
ImplijerUniversity of Georgia Kemmañ
Bet war ar studi eUniversity of Georgia Kemmañ
Honorific prefixExcellency Kemmañ
Strollad politikelWhig Party, Strollad Demokratel Kemmañ
Bet war ar renk da vezañ dilennetConfederate States presidential election Kemmañ
Statud sokialslave owner Kemmañ
RelijionPresbyterianism Kemmañ
Ideologiezh politikelseparatism Kemmañ
Darvoud-alc'hwezBrezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika Kemmañ
National Governors Association biography URLhttps://www.nga.org/governor/alexander-hamilton-stephens/ Kemmañ

A-feur ma pade ar brezel teuas A. H. Stephens da vezañ buruteller meur prezidant Stadoù Kengevreet Amerika Jefferson Davis hag e obererezh politikel. Displijet e oa gant ar c'hoñje ret hag al lamm roet d'an habeas corpus. E miz C'hwevrer 1865 e voe unan eus kannaded ar Su hag a glaskas kavout un arsav-brezel da geñver ur vodadeg gant Abraham Lincoln, hini c'hwitet Hampton Roads. Goude e harzadenn hag ar pardon roet dezhañ, Stephens a zistroas d'e servij e Kongres ar Stadoù-Unanet, ha diwezhatoc'h evel 50vet Gouarnour Georgia nebeut amzer a-raok mont da Anaon.


Alexander H. Stephens e-tro 1875
gant e servijer, ur sklav dieubet