Alférez
Alférez a oa un titl en istor Spagn, hag hiriv c'hoazh ur renk ofiser izel en armeoù broioù spagnolek zo.
Orin
kemmañDont a ra ar ger eus an arabeg الفارس (al-fāris), hag a dalvez marc'heg, marc'heger. Ar stumm portugalek alferes zo implijet e Portugal evel ma oa ivez e Brazil.
Arme ha merdeadurezh
kemmañUr renk ofiser izel en armeoù broioù spagnolek zo : Spagn, Arc'hantina, Chile hag Uruguay. Er verdeadurezh e vez anv eus frigate alférez, e Spagn, er Republik Dominikan ha Perou. Troet e vez alférez gant ensign e saozneg, neuze e c'haller treiñ gant asagn e brezhoneg. Karg an alférez e oa dougen banniel ar rejimant. Alférez a vez troet ivez gant isletanant.
Istor
kemmañKentañ meneg eus un alférez a oa en armeoù spagnol en amzer ar Reconquista er Grennamzer. Ar brezelour El Cid a oa alférez ar roue Alfonso VI León ha Kastilha, hag Alfonso Núñez a oa alférez an Dug Raimond Galicia.