Alfred Houget

rener ur c'hleub mell-droad

Alfred Houget, bet ganet d'ar 15 a viz Meurzh 1929 e Oc'heg (Bro-Roazhon)[1] ha marvet d'an 30 a viz Gouere 2022[2], zo bet prezidant Stad Roazhon, ar c'hleub mell-droad a vicher e kêr Roazhon, etre an 18 a viz Mae 1978 hag ar 14 a viz Mezheven 1979.

Alfred Houget
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denAlfred Houget Kemmañ
Anv ganedigezhAlfred François Denis Joseph Houget Kemmañ
Anv-bihanAlfred Kemmañ
Anv-familhHouget Kemmañ
Deiziad ganedigezh15 Meu 1929 Kemmañ
Lec'h ganedigezhOc'heg Kemmañ
Deiziad ar marv30 Gou 2022 Kemmañ
Lec'h ar marvRoazhon Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Sportmell-droad Kemmañ

Bugaleaj

kemmañ

Ganet eo Alfred Houget e Oc'heg, nepell diouzh Roazhon. Bevet en deus e vugaleaj eno.

E 1943 en doa graet anaoudegezh gant Stad Roazhon d'an oad a bevarzek vloaz.

Kuitaet en deus ar vro evit mont da vevañ ha da labourat e Pariz evel kiger e karter Montparnasse. Chomet eo du-hont e-pad pemzek vloaz.

Gourc’hemennoù

kemmañ

E 2015 eo bet anvet Alfred Houget da Brezidant a enor Stad Roazhon da viken, evit trugarekaat anezhañ da vezañ saveteet ar c'hleub mell-droad pa oa-eñ Prezidant[3].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. (fr) Benjamin Keltz, Supporters du Stade rennais : 100 ans de passion Route de Lorient, Les Éditions du coin de la rue, 2012, p. 78-79
  2. (fr) Stade Rennais. L’ancien président Alfred Houget est décédé, Ouest-France, 30 a viz Gouere 2022
  3. (fr) Alfred Houget, président d'honneur à vie, Ouest-France, 7 a viz Genver 2015