Aloïse Corbaz
Aloïse Corbaz, ganet d'an 28 a viz Even 1886 e Lausanne (Suis), marvet d'ar 5 a viz Ebrel 1964 e Gimel, anavezet ivez dindan an anv Aloïse, a oa ul livourez suis. Hec'h oberennoù a vez renket en Arz garv.
He buhez
kemmañKanourez a felle dezhi dont da vezañ pa oa bugel. Mervel a reas he mamm pa oa 11 vloaz. Goude bezañ bet en ur skol eil derez e studias ar gwriat en ur skol micherioù e Lausanne. E 1911 e voe kaset da Alamagn evel skolaerez prevez en ur familh uhel eus Leipzig. Goude-se ez eas da Botsdam, da di ar pastor Dryander, hag a oa chapalan an impalaer Gwilherm II Alamagn. Orgediñ a reas ouzh an impalaer, evel ma c'haller lenn e lizheroù skrivet ganti d'ar mare-se. Distreiñ a reas da di he zud e Suis abalamour d'ar Brezel-bed kentañ. E 1918 e voe kaset da vredospital Cery abalamour ma oa tapet gant ar skizofreniezh. Azalek 1920 e voe dalc'het da vat e bredospital La Rosière e Gimel. Ha diwar neuze e stagas gant ar skrivañ hag an tresañ. Distrujet e voe hec'h oberennoù er penn-kentañ, hag azalek 1941 e voent miret dre ma sachent evezh Hans Steck, rener ar bredospital, ha hini Jacqueline Porret-Forel.
Peurliesañ e trese war paper pakata a veze gwriet ganti, a-benn kaout follennoù bras. Leuniañ ar follennoù a rae, tresañ a rae war an daou du anezho, hag implijout a rae kreionoù ha kleiz druz. Tud dibar an istor pe tud bed ar faltazi a drese, ha koubladoù, ar c'hoarigan hag ar c'hoariva a oa dodennoù pennañ he labour.
Ul lodenn eus hec'h oberennoù a c'haller gwelout hiziv an deiz e Dastumad an Arz garv e Lausanne hag e Kunstmuseum Soleure.
Levrlennadur
kemmañ- Alain Bonfand, Jacqueline Porret-Forel, Guy Tossatto, Aloïse, La Différence, Pariz, 1989
- Jacqueline Porret-Forel, Aloïse et le théâtre de l'univers, Éditions d'Art Albert Skira, Genève, 1993
- Jacqueline Porret-Forel & Jean Dubuffet, Aloïse, Fascicule de l’Art brut N°7, Compagnie de l’Art Brut, Lausanne, 1966
- Jacqueline Porret-Forel, « La voleuse de mappemonde – Les écrits d’Aloïse», embannadurioù Zoé, 2004
- Jean-Louis Ferrier, « Le monde ancien naturel d’autrefois », pp 108–117, in « Les Primitifs du Patrom:S- », Terrail, 1997
- Jacqueline Porret-Forel, in "L’Oeuf Sauvage" n°9, 1994
- David Maclaglan, "Aloïse Corbaz – Raw Classics", Raw Vision Niv. 33, 2000
Filmoù
kemmañ- Muriel Edelstein « Sans Souci, l'Art d'Aloïse », 54', 2000
- Liliane de Kermadec "ALOÏSE", 1975, film skrivet gant L. de Kermadec hag André Téchiné