Altaf Tyrewala (marateg: अल्ताफ़ टायरवाला)a zo ur skrivagner indiat bet ganet e Mumbai e 1977. Eno en deus bevet ha studiet, war-bouez un nebeud bloavezhioù tremenet gantañ er Stadoù-Unanet a-benn prientiñ e ziplom MBA (Business Administration). Hiziv an deiz e vez o chom en e c’hêr c’henidik, hag e kas holl e amzer o skrivañ. Lakaet en deus embann e romant kentañ, No God in Sight (Tamm doue ebet war wel) e ditl, e 2005. Embannet eo bet gant Penguin Books India. An droidigezh c'hallek a zo deuet er-maez e 2007, embannet eo bet gant Actes Sud.

Altaf Tyrewala
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhIndia Kemmañ
Deiziad ganedigezh1977, Genver 1977 Kemmañ
Lec'h ganedigezhMumbai Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetsaozneg Kemmañ
Yezh implijet dre skridsaozneg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ