Alternative für Deutschland

Alternative für Deutschland (Brezhoneg: Dazeilad evit Alamagn) berraet en AFD a zo ur strollad politikel broadelour, mirour, diskredig d'an unvaniezh europat hag enep Islam a orin eus Alamagn.

Alternative für Deutschland
political party in Germany
Deiziad krouiñ6 C'hwe 2013 Kemmañ
Anv ofisielAlternative für Deutschland Kemmañ
Anv berrAfD Kemmañ
Gronn parlamantelAfD Bundestag fraction Kemmañ
Perzhiad e2017 German federal election, 2013 German federal election, 2014 European Parliament election, 2019 European Parliament election in Germany, 2014 European Parliament election in Germany Kemmañ
DiazezerBernd Lucke Kemmañ
PrezidantTino Chrupalla, Alice Weidel Kemmañ
Testenn ar ger-sturMut zur Wahrheit Kemmañ
StadAlamagn Kemmañ
Ezel eusEurope of Sovereign Nations Group Kemmañ
Political alignmentright-wing, right-wing extremism Kemmañ
Youth wingYoung Alternative for Germany Kemmañ
Lec'h diazezChristuskirche Kemmañ
Sez sokialBerlin Kemmañ
SRGB color hex triplet009EE0 Kemmañ
IPv6 routing prefix2a01:4f8:162:54a3::/64, 2a01:4f8:211:1681::/64 Kemmañ
Niverenn bellgomz+49-30-22023000 Kemmañ
Fax number+49-30-22023009 Kemmañ
Postelmailto:kontakt@afd.de Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.afd.de/ Kemmañ
Privacy policy URLhttps://www.afd.de/datenschutzhinweise/ Kemmañ
HashtagAfD Kemmañ
Official colorlight blue Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Alternative for Germany politicians Kemmañ
Official shop URLhttps://www.wir-lieben-deutschland.de/ Kemmañ
Contact page URLhttps://www.afd.de/kontakt/ Kemmañ
Press information URLhttps://www.afd.de/presse/ Kemmañ
Impressum URLhttps://www.afd.de/impressum/ Kemmañ
Logo Alternative für Deutschland

Krouet d'ar 6 a viz C'hwevrer 2013, ar strollad a dapas 4,7% eus ar mouezhioù evit dilennadegoù kevredadel 2013, tost e oa bet da dizhout ar 5% rediet evit kaout sezoù er Bundestag. Er bloavezh 2014 ar strollad a dape 7,1% eus ar mouezhioù gant 7 sez war 96 evit an dilennadegoù europat, emezeliñ a reas ar strollad er c'hengevrad European Conservatives and Reformists (ECR) betek ma vefe skarzhet e miz Ebrel 2016. E miz Gwengolo 2016, an AfD a oa deuet a-benn da dapout kannaded e 10 parlamant Stad alaman diwar 16. Ar strollad a zo renet gant Frauke Petry ha Jörg Meuthen.

E miz Gwengolo 2012, Alexander Gauland, sekretour stad eus Hessen, Bernd Lucke un ekonomiour ha Konrad Adam, un embanner evit ar Frankfurter Allgemeine Zeitung etre 1979 ha 2000 ha penn rener Die Welt betek 2008, a save ur c'hengevrad politikel e Bad Nauheim. Ar pal a oa enebiñ ouzh politikerezh kevredadel Alamagn da geñver krizenn an takad europat. Ar strollad Wahlalternative 2013 (Brezhoneg: Dazeilad mouezhierezh 2013) o pennad-stur a voe harpet gant 68 ekonomiour, kazetenner ha patromed bras. An hanter anezho a oa kelennerien brudet hag an tri c'hard anezho a oa diplomet uhel eus skolioù-meur. Ar strollad a embanne sklaer e oa an takad ekonomiel europat un dachenn diasur o lakaat broioù su Europa da vont etrezek hent ar baourentez dre pouezh ar c'hevaezerezh diazezet war ar moneizh euro.

2023-2024

kemmañ

A feur ma gresk ar strollad er sontadegoù pe gant an niver a vouezhioù [1] e vez goulennet muioc'h-mui ma vefe berzet gant al lezenn[2].

Goude ma vije bet dilennidi o kemer perzh en un emvod war an tem penaos skarzhañ 2 vilion a estrenien eus Alamagn e vez manifestadegoù kreñv o c'houlenn e vefe berzet ar strollad [3]. War ar memes tro e vez betek un 30% a dud en Alamagn reter hag a zo prest votiñ evit an AFD [4].

Notennoù ha daveennoù

kemmañ