Amelia Dyer
Amelia Elizabeth Dyer (ganet Hobley), lesanvet the Ogress of Reading ("roñflez Reading"), ganet e 1838 ha marvet d'an 10 a viz Mezheven 1896, a oa ur vuntrerez hag a lazhas bugale a oa bet fiziet enni.
Amelia Dyer
Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon |
Anv e yezh-vamm an den | Amelia Dyer |
Anv ganedigezh | Amelia Elizabeth Hobley |
Anv-bihan | Amelia, Elizabeth |
Anv-familh | Dyer |
Deiziad ganedigezh | 1838 |
Lec'h ganedigezh | Bristol |
Deiziad ar marv | 10 Mez 1896 |
Lec'h ar marv | Newgate Prison |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Kondaonet evit | muntr |
Penalty | Kastiz ar marv |
Micher | klañvdiourezh, lazher a steudad |
Deroù ar prantad labour | 1880 |
Adalek 1869, hag hi intañvez, e labouras Amelia Dyer evel magerez. Goude marv ar babigoù kentañ fiziet enni e voe kondaonet da c'hwec'h miz galeoù, abalamour d'an diouer a evezh he doa diskouezet. Goude-se e lazhas a-zevri degadoù a vugale all. Kontañ a reer he dije lazhet etre 200 ha 400 babig. Meur a wech e voe kaset d'un ospital psikiatrek. E miz Ebrel 1896 e voe harzet ha barnet. Kondaonet e voe d'ar marv ha krouget e voe d'an 10 a viz Mezheven 1896.