Magerez
Ur vagerez zo ur vaouez a vag bugel ur vaouez all gant he laezh. Hiriv e vez graet an anv-se eus ur vaouez a ziwall bugale vihan a-raok dezho bezañ en oad da vont d'ar skol.
Istor
kemmañPa ne c'halle ket ur vamm magañ he bugel e roe anezhañ da vagañ d'ur vagerez. Kement-se a c'hoarveze pa veze ganet ouzhpenn ur bugel. Met e-touez an dud a renk uhel e oa ur c'hiz, a gozh, da reiñ ar vugale da vagañ. Evel-se e c'halle ar wreg bezañ prest buanoc'h da c'henel ur bugel all, un dra bouez pa ne oaket deuet a-benn da gaout ur mab. Ouzhpenn e veze fall evit ar yec'hed, hervez mojennoù zo, d'ar maouezed magañ.
Ur c'hiz kozh eo eta reiñ bugale d'ur vagerez. Ar profed Mac'homed a zo bet maget evel-se ivez, hervez giz tud uhel e vro.
A-wechoù e veze ar vagerez o chom e ti ar re he goprae, ma oant pinvidik, a-wechoù e tiwalle anezho en he zi.
En XIXvet kantved e oa klask er c'hêrioù bras, evel Londrez pe Pariz, war-lerc'h magerezed yac'h diwar ar maez.
Anv-tiegezh
kemmañKavout a reer an anvioù divyezhek Le Magueresse ha Le Vagueresse.
Liammoù
kemmañSkeudennoù
kemmañ-
Die Amme (ar vagerez), gant Heinrich Zille, 1904.
-
Magerezed Spreewald, gant Heinrich Zille.