Ampallang
Un doare toullgorfañ eo an ampallang, ha gantañ e vez toullet mezenn ar c'halc'h a-led, eus an eil tu d'egile. Treuzet e c'hell bezañ ivez kan an troazh.
Pa vez staliet ar bravig en toull, ur varrennig en degouezh-mañ, e rank bezañ hir a-walc'h evit chom hep strishaat betek re ar c'halc'h e-keit ma vez o pareañ ha pa vez o reutaat.
Unan eus an toullgorfadurioù poaniusañ eo an apadravya moarvat, rak toullet e vez lodenn kizidikañ ar c'halc'h. Met talvout a ra ar boan. Ur wech pareet (etre 4-6 miz betek ur bloaz a-bezh nemetken) e tegasfe plijadur e-leizh d'ar paotr bet toullet a-drugarez d'ar fed ma vez flouret diabarzh ar c'halc'h war-eeun. Plijadur a c'hell degas d'ur vaouez ivez dre ma stokfe ar bravig ouzh he foent-G.
Pa vez kevellet gant un apadravya e vez graet ur groaz voemus anezhañ.
Istor
kemmañGwisket e vije bet an toullgorfadur-mañ gant ar bobl dayak, hervez ar vruderien, met roud ebet ne gaver a gement-se.
Evel meur a doullgorfeerzh all e veze graet gant paotred heñvelrevat da gentañ ha tud a blij dezhe ar sadomasocherezh. Hiriv e vije deuet eo da vezañ un tammig bihan boutinoc'h abaoe m'eo deuet an toullgorferezh da vezañ ur c'hiz, en ur bedig bihan eus sevenadur ar C'hornôg, abaoe diwezh ar bloavezhioù 1980 ha deroù ar bloavezhioù 1990.