Ampulomet
An Ampulomet (rusianeg : 125-мм ампуломёт образца 1941 года 125 mm ampoulomet obraztsa 1941 goda, berraet en Ampulomyot, ampulla mortar) a oa un arm soviedel enep-tankoù hag a vanne bannadelloù tangwaller savet diwar klogorennoù gwer 125 mm o zreuzkiz.
Er bloaz 1941 e oa bet dafaret an arm-se da gentañ, hag implijet ral a wech gant al Lu Ruz e-kerzh an Eil Brezel-bed ; ken abred hag e 1942 e oa didalvoud a-enep an tankoù[1].
Brezel | Eil Brezel-bed |
---|---|
Bro orin | Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel |
Lakaet er servij | 1941 |
Deskrivadur
kemmañ
Savet e oa an Ampulomet diwar ur gorzenn dirizenn ha digor-frank staliet war un troad stummet evel un Y, ennañ un ahel a-led evit ma c'helljed dibab uhelder an dennadenn. Ouzh lost ar c'hanol e oa staget div zornell hag ur skeul dereziet a implijed evit bukañ.
Er c'hlogorennoù AZh-2 e oa ur mesk 80% fosfor hag 20% sulfur hag a entane en aer en ur reiñ ur flammenn skedus 800-1000°C ha moged gwenn fetis e-pad un teir munutenn bennak. Pa dizhe un tank en em sile an dourenn entanet dre ar prenestroùigoù pe dre gaelioù ar c'heflusker evit entanañ an trelosk, dallañ ar skipailh hag e vougañ. |
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) ROTTMAN Gordon L. : World War II Infantry Anti-Tank Tactics, p.47 – Osprey Publishing, 2005 (ISBN 978-1-84176-842-7)
- ↑ (en) CHAMBERLAIN Peter & GANDER Terry : Infantry, Mountain and Airborne Guns, p. 63 – Arco Publishing, 1975 (ISBN 978-0-668-03819-5)