Amzer-dremenet (yezhadur)
Ur pennad Amzer-dremenet zo ivez.
An amzer-dremenet zo un amzer-verb hag a vez enebet, er yezhadur, ouzh an amzer-vremañ hag ouzh an amzer-da-zont. Meur a amzer-dremenet avat zo e brezhoneg, evel er yezhoù all.
Amzerioù
kemmañDaou seurt amzerioù-tremenet zo e meur a yezh, hag e brezhoneg ivez :
- an amzerioù eeun,
- an amzerioù kevrennek.
An amzerioù eeun
kemmañDaou zo e brezhoneg:
- an amzer-dremenet strizh, a glot rik gant an passé simple gallek (hag eveltañ n'emañ ket er yezh komzet ken), a gaver er skridoù lennegel dreist-holl (Emgann Kergidu, da skouer) hag a gaver ivez e gwerzioù-pobl ha rimadelloù: Labourat a reas met ne chomas ket
- an amzer-amdremenet, a glot dre vras gant an imparfait gallek : Labourat a raent, ha skuizh e oant.
An amzerioù tremenet kevrennek
kemmañPemp zo:
- an amzer-dremenet amstrizh, dezhañ anvioù all ivez : amzer-dremenet kevrennek, pe amzer-vremañ kevrennek, a glot dre vras gant ar passé composé gallek, met gwelloc'h c'hoazh gant ar present perfect saoznek: Labouret em eus hiriv.
- an amzer-beurdremenet, pe ar peurdremened a glot dre vras gant ar plus-que-parfait gallek: Labouret em boa dec'h.
- an amzer-dremenet kent, hag a glot gant ar passé antérieur gallek, zo savet eveltañ diwar an amzer-dremenet strizh, ha ne vez implijet nemet er skridoù lennegel.
- an amzer-dremenet tost, savet diwar an droienn bezañ o paouez ober un dra bennak
- an amzer-dremenet adkevrennek, savet diwar an amzer-dremenet kevrennek: Labouret em eus bet, pell zo, hag a glot gant ar passé surcomposé e galleg.
Arvezioù hag amzerioù
kemmañOuzhpenn-se ez eus amzerioù-tremenet all diazezet war an daou arvez-verb-mañ : ar pad hag ar boaz.
Ar pad
kemmañPemp amzer-verb a verk ar pad :
- an amdremenet padus : Me a oa o labourat, hag a glot gant ar past continuous saoznek
- an amzer-dremenet kevrennek padus : Me zo bet o labourat hag a glot gant ar present perfect continuous saoznek
- ar peurdremened padus : Me a oa bet o labourat hag a glot gant ar pluperfect continuous saoznek
- an amzer-dremenet strizh kevrennek, Me a voe o labourat, hag a glot gant ar passé antérieur gallek.
Ar pad hag ar boaz war un dro
kemmañ- an amdremened boaz padus, Me a veze o labourat, hag a glot gant an anv gallek forme fréquentative[1] a vez implijet (e gaou hervez tud zo) diwar-benn implij used to ha would] e saozneg, tra ma ne reer nemet gant an imparfait e galleg.
An tremened boaz padus
kemmañ- An tremened boaz kevrennek : Pa vezen bet e ti ma zud-kozh ha pa'm beze bet ur pezh 10 lur ... .