Amzerioù modern
Dre voaz, e Bro-C'hall e vez renket an darvoudoù istorel etre ar 15vet kantved hag an Dispac'h gall e marevezh an Amzerioù modern ken eo an Istor modern ur rann eus kelenn an Istor. Koulskoude, n'eo ket termenet sklaer an deroù e Bro-C'hall pa seblant a ra da lod ez eus bet un troc'h gant trec'h an Durked otoman war an Impalaeriezh roman ar Reter e 1453. Lod all e-touezh an istorourien gall ha nann-gall a gav dezho eo deroù an trevadennouriezh europat e Amerika hag e Afrika a verk dibenn ar Grennamzer (Dizoloadenn hag ergerzhoù Amerika gant Kristol Goulm e 1492).
Evit dibenn ar marevezh ez eus diforc'hioù etre an istorourien saoz a gav gwelloc'h pouezañ war lañs Marevezh ar Gouloù war-dro 1750 pa vez kavet talvoudusoc'h gant ar Stadunanidi hag ar C'hallaoued sellout ouzh o dispac'hoù (1784 ha 1789).
Rann eus | modern period, periodization |
---|---|
Kevandir | Europa |
Raklec'hiet gant | Postclassical Era, Krennamzer izelañ, Krennamzer, Azginivelezh arzel, Age of Discovery |
Heuliet gant | modern period |
Deiziad kregiñ | 15. century |
Deiziad echuiñ | 18. century |
Istor | Early Modern history |