André Boisclair
Bet ganet e Montréal, d'ar 14 a viz Ebrel, 1966 eo André Boisclair. Ur politikour eus Kebek (Kanada) eo hag emañ e penn ar Strollad Kebekat (SK). Etre miz Genver 1996 ha miz Meurzh 2003 e oa bet e kabined Lucien Bouchard, Ministr ar Geodedouriezh hag en Envroadouriezh ha da c'houde Ministr ar C'hengred Sokial hag er fin e kabined Bernard Landry, Ministr an Endro.
Pa oa 23 bloaz e voe dilennet d'ar 25 a viz Gwengolo 1989 e Bodadeg Vroadel Kebek. E miz Eost 2004 e roas e zilez evel mouezh an tu-enep hag ez eas da John F. Kennedy School of Government e Cambridge, Massachusetts, Stadoù Unanet.
Mont e penn ar strollad
kemmañPa voe roet e zilez gant Landry e miz Mezheven 2005 ez eas Boisclair war ar renk evit mont war e lerc'h. Hervez ur sontadeg bet d'ar c'houlz-se e kave da 35% eus an dud e oa Boisclair an hini gwellañ evit kas ar SK da benn ar vro. Ne rae vern dezho e oa heñvelreizhat. D'an dro gentañ ez eas ar maout gantañ e dilennadeg diabarzh ar strollad gant 53.7% eus ar mouezhioù. An heñvelreizhad kentañ e penn ur strollad a-bouez e Norzh Amerika e oa.
Afer Boisclair
kemmañD'an 19 a viz Gwengolo 2005 e anzavas bezañ aet diwar gokain pa oa e kabined ar Ministr. Prest e oa 71% eus an dud da votiñ evitañ da vont da gentañ Ministr memes tra, hervez ur sontadeg all.
An trec'h
kemmañD'ar 15 a viz Du 2005 e voe dilennet evel 6vet penn ar SK. Kreñvaat e strollad en daou vloaz da zont eo e gefridi. Sanset emañ gouarnamant Jean Charest (frankizour) da badout betek miz Ebrel 2008, met un hengoun a zo er vro : ne chom ar gouarnamantoù betek penn nemet ma vez un enkadenn vroadel warni.