Ange Blaize

alvokad ha prefed gall

Ange Blaize (skrivet Blaise gwechoù 'zo) a oa bet ganet e Sant-Maloù d'an 28 a viz Kerzu 1811.

Studiañ a reas ar gwir hag ar vezegiezh a-raok mont da sekretour e eontr, Hugues-Félicité Robert de Lamennais en devoa savet un arnodskrid diwar-benn e vuhez. Breutaer e Roazhon da gentañ-penn e oa bet anvet da rener Mont-de-Piété Pariz e 1848. Da vare darvoudoù miz Mezheven Dispac'h gall 1848 en em gannas gant ar Gward broadel ouzh an emsaverien. Anvet e oa bet gant Gouarnamant an Difenn Broadel Léon Gambetta da brefed Il-ha-Gwilen adalek ar 4 a viz Gwengolo 1870.

Er garg-mañ ez eas da Anaon d'ar 14 a viz C'hwevrer 1871 e Roazhon e-lec'h ma kaver ur straed en e anv.