Antão Gonçalves

moraer portugalat

Antão Gonçalves a oa ur moraer portugalat eus ar XVvet kantved. Eñ eo ar c'hentañ den a Europa a brenas sklaved du en Afrika.

Mevel e oa gant Henrique ar Merdeer ha karget e voe gantañ da verdeiñ betek ar Rio de Oro, ha da zegas krec'hin morleoned dezhañ. Teir beaj a reas Antão Gonçalves. E-pad e gentañ beaj eo e tistroas gant prizonidi. Goude e zistro e voe anvet da alcaide Tomar.