Antium
Anv kozh Anzio, e Latium en Italia eo Antium.
Kêr-benn ar Volsc e oa, war ar Mor Tirrenia, 50 kilometr er mervent da Roma.
Caius Marcius Coriolanus a voe en harlu eno.
Aloubet e voe kêr e 468 KJK.gant Quintius Capitolinus.
Kêr c'henidik Kaligula (31 Eost 12) ha Neron (15 Kerzu 37) eo Antium.
Daou dempl anavezet : hini Asklepios ha hini Fortuna.
En Antium e voe kavet an delwenn anvet Apollon ar were.
LevrioùAozañ
- M.-N. Bouillet : Dictionnaire universel d'histoire et de Géographie. L. Hachette & Cie. Paris. 1863.
- François Zosso & Christian Zingg : Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Embannadurioù Errance. Paris. 1994