Anton Drexler
Anton Drexler, ganet d'an 13 a viz Even 1884 hag aet da Anaon d'ar 24 a viz C'hwevrer 1942, a oa ur politikour eus an tu dehoù pellañ hag ur stourmer eus al luskad Völkisch er bloavezhioù 1920. Savet en devoa ar strollad impalaerour german hag enep-yuzev , an Deutsche Arbeiterpartei (DAP), a voe diazez Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman (NSDAP, ar strollad nazi). Drexler a oa bet mentor Adolf Hitler, hag a vo e penn ar strollad goude-se.
Anton Drexler
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Reich alaman |
Anv e yezh-vamm an den | Anton Drexler |
Anv-bihan | Anton |
Anv-familh | Drexler |
Deiziad ganedigezh | 13 Mez 1884 |
Lec'h ganedigezh | München |
Deiziad ar marv | 24 C'hwe 1942 |
Lec'h ar marv | München |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Micher | politiker |
Tachenn labour | Politikerezh |
Karg | Member of the Landtag of Bavaria |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman, German Workers' Party, German Fatherland Party |
Ezel eus | Thule-Gesellschaft |
Prizioù resevet | Urzh ar gwad |
Drexler adalek 1923 na vo mui nemet un ostilh propaganda betek e varv e München e miz C'hwevrer 1942 goude ur c'hleñved hir abalamour d'e alkoolegezh.