Antonia Alighieri
Antonia Alighieri a oa ul leanez italian, eus kêr Firenze.
He buhez
kemmañMerc'h e oa d'ar barzh Dante Alighieri ha d'e bried Gemma Donati. Leanez e oa, hag anvet suor Beatrice, e kouent Santo Stefano degli Ulivi e Ravenna.
E 1350 e reas anaoudegezh gant ar skrivagner Boccaccio a oa bet kaset da Ravenna da gas 10 Fiorino aour en anv kabitened konpagnunezh Iliz Orsanmichele[1]
Chom a ra un dudenn gevrinus, peuzdianav, anezhi penntudenn meur a oberenn romantel evel :
- Dante in Ravenna gant Luigi Biondi (1837),
- Beatrice Alighieri gant Ifigenia Zauli Sajani (1853),
- Dante a Ravenna gant Tito Mammoli (1883).
Notennoù
kemmañ- ↑ Enciclopedia Dantesca. Kavet : 11 06 2015.
Levrlennadur
kemmañ- Nicola Zingarelli, I figli di Dante, Firenze, Sansoni Editore, 1923.
- Severino Ragazzini, Suor Beatrice Alighieri Clarissa in Ravenna (c. 1332-70), Roma, Ed. "Miscellanea Francescana", 1972.