Grande Peur

(Adkaset eus Aon bras)

La Grande Peur ("An Aon Bras") a vez graet e galleg eus ul luskad emsavadegoù kouerien (jacquerie) a oa bet awenet gant un aon a-stroll. Emledet e oa e Bro-C'hall dreist-holl eus an 20 a viz Gouhere 1789 betek ar 6 a viz Eost 1789, met kendalc'het e oa siouloc'h goude-se memestra.

An Aon Bras en Orne, hañv 1792

Ne oant ket bet flastret, ar pezh en doa diskouezet e oa gwanaet kalz galloud ar Renad Kozh. Ul lod tud, dreist-holl an noblañs, a oa tec'het kuit diouzh ar vro. Souezhet ha saouzanet e oa bet goude-se an aozadurioù politikel nevez. Rediet e oant bet buan da gas an dreistgwirioù da get.