Aozadur Komunour Gres

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Aozadur Komunour Gres (e gresianeg: Κομμουνιστική Οργάνωση Ελλάδας: ΚΟΕ) a 'zo anv ur strollad komunour maoour bihan oberiant e Gres bet krouet e 2003.

Arouezenn ar Strollad

Krouet e oa bet Aozadur Komunour Gres pa'c'h eas kuit lod eus izili Aozadur Marksourion-Leninourion Gres (AM-LG) en em disrannet d'e dro diouzh Strollad Komunour Gres e 1964 o sevel a-enep d'an adwelouriezh soviedel. En em disrannañ a reas AM-LG e div lodenn d'e dro abalamour da bep o sav-poent e-keñver Tezenn an Tri Bed ha gant ez-izili eus unan eus an div lodenn-se, Strollad Komunour Gres (marksour-leninour) e oa bet savet Aozadur Komunour Gres da heul meur a gudenn diabarzh degouezhet er bloavezhioù 1980.

Gant an dud savet gante da c'houde Aozadur Komunour Gres e oa bet krouet gante da gentañ e 1984 Α/συνέχεια ("A/synec'hia"), gantañ da bal klask adsevel al luskad komunour diwar diazezoù nevez.

Savet eo bet un doare sindikad (talbenn al labourerion/ezed) gant Aozadur Kumunour Gres gantañ da anv "Unvaniezh ar Labourerion" (Ένωση Εργαζομένων)[1] hag ivez un talbenn studierion/ezed "Stummadurioù an Tu-Kleiz" (Αριστερά Σχήματα)[2]. Gant an aozadur studierion/ezed-se e oa bet savet da c'houde "Unvaniezh an Tu-Kleiz" (Αριστερή Ενότητα)[3], ur strollad bodet ennañ meur a aozadur studierion/ezed eus an tu-kleiz a-du gant linenn bolitikel Kengevredad an Tu-Kleiz Radikal (Συνασπισμός Ριζοσπαστικής Αριστεράς: ΣΥΡΙΖΑ).

Embannet e vez div wezh bep miz ar gelaouenn anvet Αριστερά! ("Tu-kleiz!")[1]., deuet er-maez e miz C'hwevrer 1996 evit ar wezh kentañ evel ur gelaouenn viziek.

Disoc'hoù er mouezhiadegoù

kemmañ

Dont a reas AKG da vezañ ezel eus Kengevredad an Tu-Kleiz Radikal (ΣΥΡΙΖΑ) d'an 20 a viz Mezheven 2007 ha tapet gante an disoc'hoù gwellañ e dilannadegoù Parlamant Gres 2007 el lec'hioù-mañ da heul:

  • Aitoloakarnania (Αιτωλοακαρνανία: 1añ renk): 1.126 mouezh
  • Ac'haia (Ἀχαΐα: 2l renk): 2.628 mouezh
  • Thessaloniki (Θεσσαλονίκη: 2l renk): 2.165 mouezh
  • Larisa (Λάρισα: 3de renk): 1.294 mouezh
  • Attiki (Αττική: 3de renk): 4.022 mouezh
  • Piraias (Πειραιάς: 3de renk): 1.958 mouezh

Darempredoù etrebroadel

kemmañ

Ezel eo Aozadur Komunour Gres eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (ICMLPO)[2], unan eus izili kentañ founding Kuzuliadeg Strolladoù Komunour hag Strolladoù Labourerion ar Balkanoù (CCWPB)[3], hag ivez unan eus izili kentañ an Egor Enep-impalaerouriezhel e diabarh Forom Sokial Europa.

Notennoù

kemmañ


Liammoù diavaez

kemmañ