Aozadur Kumunour Marksour-Leninour - Hent Proleter

An Aozadur Kumunour Marksour-Leninour - Hent Proleter (e galleg: Organisation communiste marxiste-léniniste - Voie prolétarienne: OCML-VP) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet e Frañs e 1979.

Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong oc'h anavezout an Dispac'h Proleter Sevenedurel Meur evel un elfenn nevez hag a-bouez evit ar varksouriezh-leninouriezh.

Ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh er 6vet, 7vet hag 8vet Kuzuliadegoù).

Embannet e vez ar gelaouenn Partisan gant ar Strollad.

Liammoù diavaez: kemmañ