Strollad al Labour (Serbia)
Izili hag ez-izili
|
Strollad al Labour (e serbeg: Партиja Paдa pe Partija rada) a 'zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet e Serbia e 1982 gant Vlado Dapčević da heul un disrann gant Strollad Komunour Yugoslavia bet tamallet gantañ da vezañ gwan e linenn bolitikel e-keñver ar vroadelouriezh.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh en 8vet Kuzuliadegoù).
Ezel eo ivez eus Kuzuliadeg Strolladoù Komunour hag Strolladoù Labourerion ar Balkanoù (CCWPB)[1]
Sevel a reas Strollad al Labour a-enep da c'houarnamant Slobodan Milošević.
Sevel a reas a-du gant dishualded Montenegro ha sevel a ra a-du hiziv gant dishualded Kosovo.
Embannet e vez gant ar Strollad ar gelaouennig Bilten ("Kelc'hlizher").