Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Kuzul Kreiz Da c'hortoz
Izili hag ez-izili
|
Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Kuzul Kreiz Da c'hortoz (e saozneg: Provisional Central Committee, Communist Party of India (Marxist-Leninist)) a zo anv ur strollad komunour marksour-leninour maoour bet krouet en India e 1971 da heul un disrann e diabarzh Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) gant Satyanarayan Singh en he fenn, adaozet e miz Ebrel 1973.
Santosh Rana eo Sekretour-Meur ar Strollad hiziv, hag abalamour da se e vez graet anezhañ "Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) [Bodad Santosh Rana]" alies a-walc'h.
Sevel a ra ar Strollad a-du gant linenn bolitikel Mao Zedong hag ezel eo eus Kuzuliadeg Etrebroadel ar Strolladoù hag Aozadurioù Marksour-Leninour (Kelc'hlizher Etrebroadel) (kemeret perzh en 8vet Kuzuliadegoù).
Divizout a reas Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) [Bodad Singh] reiñ harp d'al Luskad Bihar bet lañset gant Jayaprakash Narayan e 1974 gantañ da bal adaozañ sistem al labourerezh-douar.
En hañv 1975 e oa bet difennet gant Gouarnamant India 27 aozadur, en o zouez, SKI (ML) Singh ha da neuze e oa bet krouet gant ar Strollad tezenn an talbenn unvan tri live dezhañ, ennañ: un 'talbenn dispac'hel unvan' (ennañ komunourion dispac'hel gante da bal sevel ur strollad komunour unvan); un 'talbenn proleter unvan' diazezet war stourm al labourerion hag; un 'talbenn demokratel unvan' gantañ da bal stourm evit tizhout ar gwiroù demokratel en-dro. E diabarzh framm an talbenn demokratel e krogas izili ar Strollad da stourm kichen-ha-kichen gant aozadurioù nann-kliezour all da vare ar maread ma oa bet disklêriat ur stad damvilourel (state of emergency).
Goude ma oa bet kollet an dilennadegoù gant Indira Gandhi e 1977 ec'h eas an traoù un tammig war aesaat evit ar Strollad hag e miz Ebrel 1977 e sinas S.N. Singh ur galv a-gevret gant Khokan Majumder (Kuzul Unvaniezh Strollad Komunour India (Marksour-Leninour); Unity Committee, CPI(ML)), Suniti Kumar Ghosh (Kuzul Aozañ Kreiz, Strollad Komunour India (Marksour-Leninour); Central Organising Committee, CPI(ML)) hag Apurba Roy (Kreizenn Unvaniezh Dispac'hourion Komunour India (Marksour-Leninour); Unity Centre of Communist Revolutionaries of India (Marxist-Leninist))) evit ma vefe divac'het 12,000 prizioniad politikel evel ma oa bet prometet gant ar gouarnamant nevez en e benn ar Strollad Janata Party.
Ar Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Kuzul Kreiz Da c'hortoz a oa ar strollad marksour-leninour kentañ o tibab kemer perzh dilennadegoù ha diwar-se e savas meur a gudenn diabarzh, bet tamallet Singh e 1977 da fellout dezhañ lakaat ar Strollad ma oa er penna anezhañ da vont da vezañ ur srollad sokial-demokratel. En desped d'an holl kudennoùe teauas a-benn da dapout un nebeud dileuridi e Kornôg Bengal dreist-holl.
Daoust ha ma teuas Strollad Singh da vezañ unan eus ar strolladoù marksour-leninour kreñvañ tro-dro da 1980 e krogas da vont war bihanaat ha war wanaat goude ma'ch euas kuit izili a-bouez, en o zouez Chandrapulla Reddy ha meur a disrann all. E 1984 e tegouezhas un disrann diabarzh grevus-tre ma oa enebiet ar re a save a-du gant Singh hag ar re a save a-du gant Santosh Rana ha Vaskar Nandy. Trec'h e oa an izili boded en-dro da Rana ha mont a reas darn vrasañ pennoù ar strollad gante anvet ar "C'huzul Kreiz Da c'hortoz" ha krouet e oa bet ur C'huzul Krezi hag ur Strollad nevez gant ar vihan-niver aet kuit, Singh en o fenn. Mervel a reas Singh nebeud war-lerc'h.
Disheñvel eo Strollad Rana diouzh ar strolladoù marksour-leninour all oberiant en India dre ma stourm kalz war dachenn an enep-faskouriezh rak hervez Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Kuzul Kreiz Da c'hortoz ec'h eo ar strollad hindouegour- broadelour Bharatiya Janata un dañjer faskour evit India ha neuze e vez erbedet gant ar Strollad sevel a-du gant strolladoù nann-marksour-leninour, evel da skouer Strollad Komunour India (Marksour) pe zoken Indian National Congress el lec'hioù ma n'eus kannad dispac'hel ebet da geñver an dilennadegoù.
Da geñver ar mouezhiadegoù bet dalc'het e 2004 evit kambr izel Parlamant India e (Lok Sabha) e kemereas perzh ar Strollad un talbenn komunour dispac'hel unvan a-gevret gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Banniel Ruz ha Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) (Kanu Sanyal).
E takadoù ar bobl bodo en Assam e stourm ar Strollad dre gas en-dro un aozadur ledan anvet Kuzul al Luskad Unvan evit Annezlec'h Assam (United Reservation Movement Council of Assam: URMCA).
Da geñver an dilennadegoù evit al Lok Sabha e 2004 ec'h eas gant kannad URMCA e Kokrajhar 205.491 mouezh (21,25%), bet tapet gante 246.942 mouezh (27,75%) e 1999 .
Embannet e vez gant Strollad Komunour India (Marksour-Leninour) Kuzul Kreiz Da c'hortoz ar gelaouenn For a New Democracy ("Evit Un Demokratelezh Nevez").