Ar Sorserez el lestr maen
Ar Sorserez el lestr maen, pe Skessan á steinnökkvanum, zo ur gontadenn islandat, dastumet e 1864 gant Jón Árnason (1819-1888), hag embannet en e zastumad Íslenzkar Þjóðsögur og Æfintýri.
Embannadurioù alamanek ha saoznek
kemmañEmbannet e oa bet en alamaneg evel Die Riesin in dem Steinboote gant Poestion e 1884, ha goude-se e saozneg el levr The Yellow Fairy Book gant ar skrivagner skosat Andrew Lang e 1897, ma oa anvet The Witch in the Stone Boat.
Kar dezhi eo ar gontadenn italian Lo Dragone ("An aerouant") er Pentamerone, gant Giambattista Basile er XVIIvet kantved.
An danevell
kemmañUr roue hag ur rouanez o deus ur mab, Sigurður, koant ha kreñv ha dornet mat. Deuet eo en oad da zimeziñ ha kaset eo gant e dad davet ur roue estren hag en deus ur verc'h koant hag a vefe ur pried mat. Hag Sigurður en hent. Pan erru e ti ar roue e c'houlenn dorn e verc'h digantañ. Roet eo dezhaén gant ma chomo da harpañ ar roue a zo kozh ha klañv ha poan en deus o ren. Hag ar paotr yaouank da asantiñ gant ma c'hallo mont en-dro d'e vro pa glevo keloù eus marv e dad. Ha graet an eured, ha ganet ur mab dezho.
Daou vloaz eo ar mab, ha setu keloù eus marv e dad o tegouezhout da Sigurður. Hag eñ da lestrañ gant gwreg ha mab da vont d'ar gêr en-dro. A-benn un toullad deizioù setu tavet an avel ha sac'het al lestr. Tra m'emañ Sigurður o kousket e chom ar rouanez war ar pont gant he mab, pa wel ur skafig o tostaat. A-benn ar fin eo ur vag-maen, ha warni ur vaouez euzhus, un drollez, ha hi da bignat war al lestr. Tennañ a ra he dilhad digant ar rouanez hag o gwiskañ, kemer a ra ar bugel, lakaat ar rouanez er vagig, dindan gazel-ge, evit ma ne chomo ket ar vag a-sav a-raok ma erruo e ti breur an drollez, dindan an douar. Hag an drollez da gemer lec'h ar rouanez, ma'z eo touellet ar roue, ha da gomz garv outañ. Sigurður a zo souezhet o welout eo kemmet doare e bried, a oa sioul ha sentus kentaou, met ne gompren ket perak. Sentiñ a ra ar roue ouzh e bried, ha lakaat da ouel war-du he bro. Krog eo an avel da c'hwezhañ, ha setu al lestr da gaeañ. Koulskoude, ne baouez ket ar bugel da c'harmal, ha ret eo kavout ur vagerez, ur vaouez eus al lez, hag a deu a-benn d'e sioulaat. Ha kenderc'hel a ra ar vuhez.
Un deiz, setu daou echedour yaouank, kustum da zaremprediñ al lez, a zo roet ur gambr dezho a-stok ouzh hini ar rouanez ma c'hallont he spiañ dre ur faout er voger. Hag un deiz he c'hlevont o lavarout : « Pa varailhan un tamm e vezan dimezellig; pa varailhan muioc'h e vezan hanter trollez; pa varailhan e-leizh ma genoù e vezan trollez betek ma botoù.» Ha goude lavarout, setu hi da varailhat, ha da dreiñ e trollez, ha neuze ur ramz trifennek da ziflukañ er gambr : he breur an hini eo, deuet da zegas ur pladad kig d'e c'hoar, ha hi da gas ar pladad war-draoñ. Ha kuit ar breur, hag an drollez da dreiñ e rouanez en-dro. Ur pennadig goude ur vaouez gwisket kaer gant dilhad lin gwenn
Pa oa bet troc'het ar chadenn gant Sigurður e oa kouezhet an troll, a oa o chom dindan gêr, en ur puñs don-divent, hag e c'harmadenn pa oa o vervel eo ar grozadenn a oa bet klevet.
Ar roue Sigurður a gompren neuze perak e oa deuet e falspried da vezañ ken kintus: neuze e ra meinata anezhi, diframmañ hec'h izili gant kezeg gouez ; hag an dud yaouank na gontañ petra o devoa gwelet, ha n'o doa ket kredet ober abretoc'h. Hag ar roue da zimeziñ ar vagerez d'un den a renk uhel, ha dont a ra an evurusted en-dro d'al lez.
Al lestr maen
kemmañEn e romant istorel-goapaus L'Île des Pingouins e kont Anatole France beaj Sant Mael en ul laouer vaen « o neuial evel ur vagig war an dour »[1]
Levrlennadur
kemmañ- (fr) La géante dans la barque de pierre et autres contes d'Islande, gant Jón Árnasson, troet gant Ásdís Magnúsdóttir ha Jean Renaud, José Corti, 2003 (ISBN 978-2-7143-0827-6)
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Lenn e Wikisource : L’Île des Pingouins (chabistr II).