Ar c'hovel
La fragua (Ar c'hovel) | |
Francisco de Goya, 1819 | |
Eoullivadur war vezher | |
181,6 cm × 125 cm | |
Dastumad Frick | |
New York | |
Stadoù-Unanet Amerika | |
Ar c'hovel (pe la fragua e spagnoleg) zo un daolenn vras livet gant Francisco de Goya (1746–1828), war-dro 1817, evit ar genkiz Quinta del Sordo, hag a zo war ziskouez en dastumad Frick, en New York.
Ster an oberenn
kemmañEvel ul luc'hskeudenn eo an daolenn, teñval eo al livioù, louet, du, glas, en-dro d'ar metal ruz.
Diskouez a ra nerzh ar wazed, pezhioù kofoù-brec'h ha kein ledan dezhe. Gwelet eo bet an oberenn evel nerzh ar bobl spagnol trec'h war houarn klezeier armeoù gall Napoleon o devoa aloubet Spagn.
Goude ma oa bet Goya livour al lez e tiskouez amañ e oa kizidik ouzh poanioù an dud ordinal, ha meur a wech en deus livet labourerien.
Planedenn al livadur
kemmañEvel kalz eus ar poltredoù graet gant Goya eus tud ar bobl ne voe ket gwerzhet an daolenn e-pad e vuhez, ha chom a reas gant e vab ken na voe prenet gant ar roue gall Louis-Philippe Iañ evit ar Galerie Espagnole a oa e Mirdi al Louvre, ma voe war ziskouez eus 1838 da 1851, ha neuze e voe kaset da Vro-Saoz. E 1853 e voe gwerzhet e Christie's en Londrez, ha prenet evit mont da greskiñ an Dastumad Frick[1].
Notennoù
kemmañ- ↑ Tinterow, 185-189
Levrlennadur
kemmañ- Boime, Albert. "Art in an age of Bonapartism, 1800–1815". Chicago University Press, 2003. 305. ISBN 0-2260-6336-4
- Fried, Michael. Menzel's Realism: Art and Embodiment in Nineteenth-Century Berlin. London and New Haven: Yale University Press, 2002. ISBN 0-300-09219-9
- Hughes, Robert. Goya. New York: Alfred A. Knopf, 2004. ISBN 0-3945-8028-1
- Licht, Fred. Goya: The Origins of the Modern Temper in Art. Universe Books, 1979. ISBN 0-8766-3294-0
- Roche, Michael Armstrong, et al. Goya and the Spirit of Enlightenment. Museum of Fine Arts, Boston, 1988. ISBN 0-87846-300-3
- Tinterow, Gary, et al. Manet/Velázquez: The French Taste for Spanish Painting. Yale University Press, 2003. ISBN 0-300-09880-4
- Tomlinson, Janis. Francisco Goya y Lucientes 1746-1828. Londrez: Phaidon Press Ltd., 1994. ISBN 0-7148-2912-9