Ar roue Ubu
Ar roue Ubu (Ubu Roi e galleg) zo ur pezh-c'hoari bet skrivet gant Alfred Jarry (1873-1907). C'hoariet e voe Ubu Roi evit ar wech kentañ er bloavezh 1896. Abaoe eo bet troet e meur a yezh, hag e brezhoneg nevez zo, gant Goulc'han Kervella eus Strollad ar Vro Bagan.
Kroget e oa bet e-pad ma oa Jarry er skol e Roazhon. An Tad Ubu a oa "Monsieur Hébert", ur c'helenner war ar fizik hag a veze goapaet gant al liseaned el lise Zola. Degemeret fall e oa bet Ubu Roi pa oa bet embannet ha c'hoariet, mes goude eo deuet Ubu da vezañ un dudenn hollvedel. Gwir eo e oa un diktatour, a-raok ma oa deuet mod ar renadoù hollveliour. Daou bezh all zo bet skrivet gant Jarry e gloar Ubu, Ubu Cocu hag Ubu Enchaîné.
An istor
kemmañBountet eo an tad Ubu gant e wreg ar vamm Ubu da uhelaat er bed. Drouklazhañ a ra roue Polonia ha dont da vezañ roue en e lec'h. Ur roue laer ha avius, aonik ha gros, skouer ar waskourien, e teu da vezañ. Kabestret eo pep frankiz en e vro, gwasket ar bobl ; diskleriañ a ra ar brezel da Rusia...
Tro-dro d'an oberenn
kemmañTro-dro 1888-1889 eo bet skrivet Ar Roue Ubu. Er c'hentañ klas e oa neuze ar skrivagner. Lisead labourus pemzek bloaz, c'hoant gantañ, evel lod eus e gamaladed klas, farsal diwar-benn o c'helenner fizik.. Ur wezh lennet Ar Roue Ubu, eo anat eo bet heñchet ar skrivagner gant "kenseurted" all. Pouezus eo gouzout ; a-raok ma skrivfe al levr e oa nevez-flamm marv Viktor Hugo, Emile Zola, Maupassant... Verlaine ha Rimbaud a zae d'an anaon. Nevez ganet eo Apollinaire eus e zu. Abadenn Dreyfus, lezenn Jules Ferry, an Tour-Eifel, ar c'harr-tan... Pep-tra zo ijinet ha savet nevez zo ! Birviñ a ra ar vuhez d'ar mare-se, ha d'ar mare-se e voe skrivet Ar Roue Ubu.
E zoare da skrivañ
kemmañIjinañ a ra gerioù ha troioù-lavar o tistreiñ alies en e levr. Evit kemer un nebeud anezho ; "Kaoc'h Kri", "Dre va c'hantol gwer", "Kornjidouilh", "Niskouarn", "Czar", "Boufred", "an Aotrou Duk"... Gerioù 'zo zo adimplijet e skridoù all Alfred. Implijet e vez ivez kalz a c'herioù groñs all, anavezetoc'h ha klaseloc'h. Levezonet eo bet gant ur bern skrivagnerien all (gwelet e vez kalz a zamgerioù warno). Adkavet e vez da skouer "Aragon" (lec'h resis ma tremen Le Cid, Corneille, ha Ruy Blas, V. Hugo), pe "to be or not to be" evit Hamlet... C'hoarzet e vez ivez diwar-benn ar c'hoariva skrijus (pe dragediezh) pa varv roue Polonia (ar roue Vanceslas).
Degemer ar pezh
kemmañUr freuz bras a voe e Pariz d'an 10 a viz mae 1896 pa voe displeget ar pezh evit ar wech kentañ. Ur pezh dispac'hel oa, disheñvel-krenn diouzh pep pezh a oa bet skrivet en e raok. Pismigañ a ra ar galloud, ar brezel, ar relijion... Evelse ez eo chomet Ar roue Ubu ur pezh-c'hoari eus an amzer a-vremañ.
E 2007 ha 2008 eo c'hoariet Ar roue Ubu e brezhoneg gant Strollad ar Vro Bagan.
Un tamm eus ar pezh
kemmañSetu an arvest kentañ, lakaet e brezhoneg, ispisial evit ar Wikipedia-mañ (disheñvel e c'hall bezañ skrid Strollad ar Vro Bagan):
Arvest kentañ
kemmañ
| ||
Yezh | Brezhoneg | |
Yezh orin | Galleg (troet gant Goulc'han Kervella ha c'hoariet gant e strollad ar Vro Bagan) | |
Embanner | Skol Vreizh | |
Deiziad embannadur | 2008 | |
Niver a bajenn | 73 |
- TAD UBU — Merttt !
- MAMM UBU — Oh ! aze zo traou brav c'hoazh eta, Tad Ubu, pesort mell voyou zo ac'hanoc'h.
- TAD UBU — Ra vefec'h badaouennet, Mamm Ubu !
- MAMM UBU — N'eo ket me, Tad Ubu, unan all an hini rankfec'h asasinañ.
- TAD UBU — Dre ma lutig glas, na gomprenan ket ennoc'h.
- MAMM UBU — Petra, Tad Ubu, kontant oc'h gant ho planedenn ?
- TAD UBU — Dre ma lutig glas, merttt intron, sur avat, on kontant. A nebeutoc'h e vefe kontant neb heni : kapiten dragoned, ofiser koñfiañs ar roue Venceslas, dekoret eus urzh Egl Ruz ar Pologn ha bet roue Aragon, petra muioc'h e faot deoc'h ?
- MAMM UBU — Petra ? Goude bezañ bet roue Aragon, oc'h kontant bremañ oc'h ensellet un hanter-kant lakepotred armet gant digaoleresed, pa vefe bet moaian deoc'h lakaad war ho klipenn kurunenn Pologn goude hini Aragon ?
- TAD UBU — Ah ! Mamm Ubu, gomprenan ket mann ebet e-barzh da gomzoù.
- MAMM UBU — Ken bleup out !
- TAD UBU — Dre ma lutig glas, bev eo c'hoazh ar roue Venceslas ; ha pa varvje, lejionadoù bugale en-deus war e lerc'h, n'eus ket ?
- MAMM UBU — Ha piv 'h ampechfe ac'hanout da vasakriñ ar familh-se toud, ha da gemer o flas ?
- TAD UBU — Ah ! Mamm Ubu, c'hwi lâr traou injurius ha tuchant e vo gwraet ho jeu deoc'h.
- MAMM UBU — Dam ! paour kaezh den, pa vo graet ma jeu din, piv a beñselio deun da vragoù dit ?
- TAD UBU — Bah ! ha neuze ? Ma revr-me zo evel revrioù ar re all ivez...
- MAMM UBU — Ba' da blas, me asezfe ar revr-se war un tron bennaket. Mod-se e hallfes kreskiñ da binvidigezh hep fin, debriñ anduilh bemdez-Doue, ha ruilhal karroñs bras dre ar ruioù.
- TAD UBU — Ma vijen roue, me lakaje sevel evidon ur chipilinenn vras e-giz an hini am boa en Aragon hag a zo bet laeret divezh diganin gant an Spagnoled.
- MAMM UBU — Te hallfe prenañ c'hoazh ur paiplu, hag ur mell kabig hag a gouezfe war da dreid.
- TAD UBU — Ah ! plegiñ a rin d'an demptasion. Foutr merttt, merttt ha foutr, mar kavan hennezh ba korn ar c'hoad e teuio fall e jeu.
- MAMM UBU — Ah ! mat-tre, Tad Ubu, setu out deuet ur gwaz gwirion bremañ.
- TAD UBU — Oh pas atav, me ur c'hapiten dragoned, masakriñ roue ar Pologn ! gwelloc'h ganin mervel !
- MAMM UBU (dezhi hec'h-unan) — Oh ! merttt ! (A vouezh uhel.) Setu emaout o hont da chom paour-razh a-hed da vuhez, Tad Ubu?
- TAD UBU — Feiz ya, dre ma lutig glas, me gav gwelloc'h chom paour evel ur razhedennig voan, eged mont pinvidig evel ur c'hosh kazh lart.
- MAMM UBU — Hag ar chipilinenn ? ar paiplu ? ar gabig vras ?
- TAD UBU — Feiz ya, Mamm Ubu, ha neuze ?
- Er-maez ec'h a an Tad Ubu en ur laoskel an nor da stlakal.
- MAMM UBU (he-hunanig) — Vrout, merttt, stard eo fichañ hennezh, mes vrout, merttt, mechañs e vo bet distardet un tammig ganin. Dre c'hras Doue ha dre ma gras din, marteze e vin rouanez ar Pologn a-benn eizhteiz.