Ar studier Brezon istitlet "L'étudiant breton" a oa un astenn d'ar gazetenn l'Heure Bretonne, kazetenn propaganda Strollad Broadel Breizh, embannet evit ar studierien vroadelourien vreton hag a oa izili da Kengevrad ar studierien broadelour brezon (La fédération des étudiants nationalistes bretons).
Div niverenn hepken a voe embannet, er bloavezh 1941.

L'Heure bretonne logo

Mennozhioù politikel

kemmañ

N'eus ket mennozhioù politikel dibar er gazetenn diwar-benn emdroadur Breizh d'ar mare-se. Evel Strollad Broadel Breizh e klaske difenn un hent a-enep renad gouarnamant Vichy hag ivez a-enep harperien ar jeneral Charles de Gaulle. Frazennoù flemmus pe gunujennus a veze embannet ingal war ar "c'hozh" Philippe Pétain pe "Ar jeneral de G...".

Enep yuzevegezh

kemmañ

Ar gazetenn a embanne mennozhioù enepyuzev evel er pennad L'invasion de la Juiverie[1] pe c'hoazh er pennad L'invasion juive de la médecine bretonne[2]. Embannet e oa gant ar gazetenn e oa ret "naetaat" ar skolioù-meur eus ar yuzevien.

Enep bourc'hiz

kemmañ

Adkavet e veze frazennoù flemmus e-keñver ar vourc'hizien, en o zouez lod kelennerien ar skolioù-meur e Breizh.

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ar Studier Brezon, Niverenn 1, pennad digeriñ gant R.B.
  2. Ar Studier Brezhon, niverenn 2, pennad sinet "Tad".