Arabesque (barrez)
E barrez klasel e implijer an termen arabesque evit deskrivañ un emstumm pa van war sav un dañser(ez) war ur c'har keit ha m'emañ eben astennet a-dreñv, reut an daoulin.
An troad ma saver warnañ a c'hell bezañ en pointe, en demi-pointe pe plaen. Ar c'har a-dreñv a c'hell bezañ stok ouzh al leur tendu en arrière, anvet arabesque par terre pe savet diwar al leur: hervez al live e reer outañ neuze à demi hauteur pe à demi hauteur (45°) pe à la hauteur (90º) ha pa rank ar c'horf stouiñ a-raok evit c'hom hep kouezhañ pa sav ar c'har en tu all da 90º e reer outañ arabesque penchée.
Kemmañ a ra emstummoù an divrec'h a skol-da-skol.
An Hentenn Vaganova
kemmañHervez ar Skol rusek anvet Hentenn Vaganova ez eus pevar emstumm arabesque diazez, deskrivet gant an dañser(ez) o sellet ouzh Lec'hiadur 8 war al leurenn hervez an Hentenn Vaganova, da lâret eo ar c'horn dirak hag a-gleiz war al leurenn.
E-doug ar pleustradennoù emañ an divrec'h a-live gant an divskoaz atav, graet eus an emstumm-se arabesque de classe, keit ha ma c'hell sevel ar vrec'h dirak uheloc'h evit ar skoaz evit an arvestoù, ma reer anezhañ arabesque de scene. D'an traoñ e rank bezañ an daouilin atav.
- Kentañ arabesque: en em lakaat a ra an dañser(ez) en emstumm effacé, d.l.e. o sellet ouzh Lec'hienn 8 gant an traod dehoù dirak hag an troad dehoù savet en arabesque, astennet ar vrec'h dehoù a-gostez (d.l.e war-du an arvesterion/ezed) hag ar vrec'h kleiz astennet dirak (war-du korn al leurenn). Sell an dañser(ez) a ran heuliañ linenn ar vrec'h astennet en avant;
- Eil arabesque: an divc'har evel er c'hentañ arabesque net gant ar vrec'h dehoù astennet en avant hag ar vrec'h kleiz astennet un tammig a-dreñv ar skoaz. En épaulement e rank bezañ an divskoaz kenstur gant an divvrec'h ha gant sell an dañser(ez) war-du an arvesterion/ezed;
- Trede arabesque: en em lakaat a ra an dañser(ez) en emstumm croisé (Lec'hienn 8 gant an traod dehoù dirak) gant an troad kleiz savet en arabesque, astennet ar vrec'h dehoù a-gostez hag un tammig a-dreñv ar skoaz, astennet ar vrec'h kleiz dirak. Sell an dañser(ez) a ran heuliañ linenn ar vrec'h astennet en avant;
- Pevare arabesque: en em lakaat a ra an dañser(ez) en emstumm croisé evel evit an trede arabesque, astennet ar vrec'h dehoù dirak hag ar vrec'h kleiz astennet a-dreñv ar muiañ ar gwellañ ha kenstur gant ar vrec'h dehoù. En épaulement rik e rank bezañ an divskoaz kenstur gant an divvrec'h ha gant sell an dañser(ez) war-du an arvesterion/ezed;
Daveennoù
kemmañ- Vaganova, A. Basic principles of classical ballet. Dover Publications, Inc. ISBN 0-486-22036-2.
- Grant, G (1982). Technical manual and dictionary of classical ballet. Dover Publications. ISBN 0-486-21843-0.