Aragón (stêr)
(Adkaset eus Aragon (stêr))
Ar stêr Aragon (río Aragón e spagnoleg hag en aragoneg, Aragoi en euskareg) zo ur stêr eus ar re vrasañ e dourva an Ebro, war e lez kleiz. Eieniñ a ra e traonienn Astun, er Pireneoù, 2 050 m dreist live ar mor. 195 km zo dezhi.
Diskenn a ra eus ar menez a-hed ar saonenn, anvet Valle del Aragón. Treuziñ a ra kêr Jaca ha kemberiñ gant an Ebro e Milagro, e Nafarroa.
Ar stêrioù Arga hag Irati eo hec'h adstêrioù war he lez dehoù.