Aran Fawddwy zo ur menez e Mawddwy, un vroig kozh e Gwynedd, e hanternoz Kembre, e kreisteiz Park Eryri. 905 metrad uhelder zo dezhañ ha gant se eo an eil menez uhelañ e Kembre, war-lerc'h Yr Wyddfa.

Aran Fawddwy

Ar menez uhelañ bepred eo eus al livennad a ya eus biojoù Llanuwchllyn war-du ar mervent betek Dolgellau, enni Aran Benllyn ivez, izeloc'hik, hag alese war-du ar c'hornôg, gant Cadair Idris, ha Bwlch Oerddrws an ode etre an div rann eus ar chadennad.

Kêrioù

kemmañ

An tostañ kêriadennoù dezhañ eo Dinas Mawddwy er c'hreisteiz, Llanymawddwy er gevred, Rhydymain er c'hornôg ha Llanuwchllyn en hanternoz.