Ludovico Ariosto
Ludovico Ariosto, ganet d'an 8 a viz Gwengolo 1474 e Reggio Emilia, ha marvet d'ar 6 a viz Gouhere 1533 e Ferrara, a oa ur barzh italianek, brudet evel oberour ar meurgan Orlando furioso. Alfonso Iañ d'Este, dug Ferrara, a oa e warezour.
E vuhez
kemmañA renk uhel e oa e dud, met dibeadra a-walc'h. Un deskadurezh vat en doa nemet keuz en doa ne ouie ket gregach (tre evel Macchiavelli). Abred e rankas ober war-dro deskadurezh e vreudeur ha c'hoarezed ha n'hallas ket tremen kement a amzer ha ma karje bezañ graet o studiañ hag o skrivañ barzhoniezh.
En 1504 e krogas da labourat evit ar c'hardinal Ippolito d'Este, mab da dug Ferrara, ha meur a gannadiezh a reas davet ar pab Jul II. Ne fellas ket dezhañ heuilhañ e vestr da Hungaria avat, ha servij a reas e vreur Alfonso d'Este, dug Ferrara, neuze.
Roet e voe dezhañ ar garg a c'houarnour e Garfagnana, ur c'hornad meneziek eus Toskana, a oa etre daouarn forbaned ha laeron. En em dennañ a reas mat eus e labour, ha mont neuze war e leve gant e serc'h hag e vab da Ferrara, ma weler e di c'hoazh.
E oberenn
kemmañA-hed e vuhez kargad ne ehanas ket Ariosto da labourat war e bennoberenn Orlando furioso, ur barodienn soutil eus ar barzhonegoù marc'heien, kinniget evel un heuliad da oberenn Matteo Maria Boiardo, Orlando Innamorato.
Teir c'haoz veur zo enni:
- ar brezel etre Karl Veur hag ar Sarazined,
- follentez Orlando (Rollant, niz Karl Veur) a zo orgedet ouzh Angelica,
- karantezioù Roger ha Bradamante, hendadoù ijinet d'an Tiegezh Este, hag o eured .
46 kan zo el levr, anezho gwerzennoù bodet e pozioù eizh gwerzenn (stanza), ha mesket enne kriz ha fentus, dave enne da sevenadur Europa, adalek Homeros betek romantoù ar Grennamzer.
En 1516 e voe graet an embannadur kentañ, 40 kan ennañ, met ne baouezas ket da labourat war e skrid, hag e 1532 e voe un embannadur kresket gant 46 kan.
Oberennoù
kemmañTroidigezhioù e galleg
kemmañNe veneger nemet an embannadurioù divyezhek, abalamour m'emañ ar skrid er yezh orin e-barzh. Ar re c'hallek en o hed a gavor er wikipedia gallek.
- Meur a embannadur gallek e komz-plaen zo bet adal ar XVIvet kantved.
- Roland furieux, embannadur divyezhek gant André Rochon, 4 levrenn, Les Belles Lettres, 1998-2002.
Pennadoù kar
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Robert Durling, The figure of the poet in Renaissance epic, Cambridge, MA: Harvard University Press, 1965.
- Charles P. Brand, Ludovico Ariosto : a preface to the 'Orlando furioso', Edinburgh: Edinburgh University Press, 1974.
- Daniel Javitch, ‘Cantus interruptus in the “Orlando Furioso”’, Modern language notes, 95 (1980), 66-80.
- Albert R. Ascoli, Ariosto's bitter harmony : crisis and evasion in the Italian renaissance, Princeton: Princeton University Press, 1987.
- Michel Orcel, Le statut de la fureur et A propos d'un tercet de l'Arioste in Italie obscure, Belin, Paris, 2001.
- Daniel Javitch, 'The Poetics of Variatio in Orlando Furioso', Modern Language Quarterly, 2005, 66(1): 1-20.
- Giuseppe Sangirardi, Ludovico Ariosto, Firenze: Le Monnier, 2006.
- Giulio Ferroni, Ludovico Ariosto, Roma: Salerno Editrice, 2008.
- Stefano Jossa, Ariosto, Bologna: il Mulino, 2009.
Liammoù diavaez
kemmañ- Oberennoù gant Ludovico Ariosto e Project Gutenberg
- Ludovico Ariosto's works: text, concordances and frequency lists
- LitWeb: Ludovico Ariosto
- Daniel Javitch, The Poetics of Variatio in Orlando Furioso.pdf
- The Online medieval & Classical Library (OMACL): Orlando Furioso: Canto 1 & Canto 2