Orlando furioso

Orlando furioso zo ur meurgan italianek gant Ludovico Ariosto a zo bet embannet e 1532.

Orlando, gant Gustave Doré

Ur varzhoneg hir eo, 46 kan enni ha 38 736 gwerzenn eizhsilabennek en holl. Savet eo da gontañ troioù-kaer Orlando (Roland al lennegezh c'hallek krennamzerel), ha re un toullad tud all. Implij a ra an oberour Danvez Bro-C'hall hag un tamm bihan Danvez Breizh. Kinniget eo evel un heuliad da Orlando innamorato, gant Matteo Maria Boiardo (1483)).

Danvez an oberennAozañ

Steuñvenn an istor eo ar brezel etre Karl Veur hag ar Sarazined, a zo o vont d'aloubiñ Europa gristen.
Kaoz zo eus Orlando, a gar ar briñsez pagan Angelica.
Kaoz zo ivez eus troioù Ruggiero ar Sarazin, sorset gant an hudourez Alcina, eus e vestrez kristen, ar vrezelourez Bradamante, daou zanvez-pried kinniget gant an oberour evel hendadoù e warezourien, dug Ferrara hag e vreur kardinal, Ippolito d'Este.

E 1503 e oa bet kroget an oberour. E 1516 e oa bet graet an embannadur kentañ. Hiraet e voe e 1521 hag echuet e 1532. Da gentañ e oa savet e yezh lez Ferrara, goude e voe lakaet e toskaneg lennegel, a oa yezh Dante Alighieri.

Orlando furioso el livouriezhAozañ

Un toullad livadurioù zo bet awenet gant oberenn Ariosto.

NotennoùAozañ

  1. Roger eo an anv gallek a glot gant Ruggiero.