Armand Dayot a oa un arzvarnour hag un istorour gall, ganet e Pempoull e 1851, tomm e oa chomet ouzh e vro, ha marvet e 1934 e Bandol. Gallout a reer lenn e-barzh an dastumad testennoù berr Le long des routes, récits et impressions, embannet e 1897, e-giz en e emvuhezskrid, L’heureuse traversée, embannet e 1933, anvioù tud hag istorioù a zasson c’hoazh bremañ. Daoust m’en doa tremenet an darn vrasañ eus e vuhez e Pariz en doa liammoù kreñv ouzh tudennoù breizhek pe liammet ouzh Breizh, evel Ernest Renan pe Pierre Loti. En tu-hont da-se e voe oberiant-tre evit livourien Breizh, pe e vefe gant e garg en Arzoù-kaer, peotramant evit e intrudu personel. Diskouezet en doa pegen stag e oa ouzh Pempoull p’en doa kemeret perzh evit mirout ouzh an Tour kozh da vezañ diskaret hag a voe lakaet e-touesk ar monumantoù istorel e 1916.

Armand Dayot
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denArmand Dayot Kemmañ
Anv-bihanArmand Kemmañ
Anv-familhDayot Kemmañ
Deiziad ganedigezh19 Her 1851 Kemmañ
Lec'h ganedigezhPempoull Kemmañ
Deiziad ar marv1934 Kemmañ
Lec'h ar marvBandol Kemmañ
Lec'h douaridigezhPassy Cemetery Kemmañ
BugelMagdeleine A. Dayot Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Yezh implijet dre skridgalleg Kemmañ
Micherarzvarnour Kemmañ
Diellaouet gantDepartmental archives of Yvelines Kemmañ
Prizioù resevetCommander of the Legion of Honour, Prix Monbinne Kemmañ

Ne chomas ket Armand Dayot da dermal, hag eñ da emouestlañ e politikerezh Breizh. Perzh a gemeras e 1899 e krouidigezh ar Gevredigezh Strollad Re c’hlas Breizh, a zeuas war-lerc’h hini Bretoned Pariz. Mennadoù politikel ar gevredigezh-se a glote mat gant re an IIIe republik. Armand Dayot a voe e penn ar re a reas evit staliañ delwenn Ernest Renan a-dal da iliz-veur Landreger e 1903, kalz a safar a voe gant an dra-se d’ar c’houlz-se. Kizidike oa ouzh stad ar besketourien. Gant strollad re c’hlas Breizh e klaskas sevel “un ti evit emzivaded ar mor” ha na voe morse sevenet. Ur roll hanterour a voe gantañ, etre poellgor ar sikour lec’hel hag an Ao. Rodin evit ma vefe profet ha diskouezet unan eus e oberennoù, evit an tombola. Arc'hant an tombola a yafe da harpañ emzivaded ar besketourien bet en Island.

Brud a dapas Armand Dayot ivez evel kargad evit an Arzoù-kaer. E-barzh ar velestradurezh-se ez eas e deroù ar bloavezhioù 1880 ha buan e voe merzet evit e c'hred hage intampi. E deroù e labour, e 1881, e tifennas ar « yalc’hadoù evit beajiñ » hag a roe tu d’an arzourien yaouank ha n’o doa ket resevet priz Roma da vont da veajiñ ha da beurlipat o arz. Pignat a reas neuze en urzhaz hag e voe graet pennenseller an Arzoù-kaer anezhañ e 1887. N’eo nemet adalek 1925 ez eas kuit diouzh bed an Arzoù-Kaer pa‘z eas war e leve. Abalamour d’al labour en doa graet e voe anvet marc’heg e 1891, ofisour e 1903 ha pennurzhier al Lejion a enor e 1926.

Da gentañ penn e soñje da Armand Dayot e oa anaoudek war an arzoù-kaer. Ennañ e kaved arouez ur remziad tud dedennet gant an arz, ha ne oant ket tud a vicher. Gant e anien amatour desket-kaer ec’h embannas un niver bras a skridoù diwar-benn saloñsoù, romantoù, oberennoù istor hag istor an arzoù. Emskiant ez eo subjektivel ar blasoù, en em zizober a reas diouzh kodoù an arz hag ec’h aozas diskouezadegoù diwar-benn mistri ar garikaturenn c’hall, pe diwar-benn poltredoù itronezed, sujedoù a dremene neuze evit bezañ dister. Adalek deroù an XXvet kantved, e oa lakaet diaes gant emled an avant-gardes arzel ha neuze e tifennas mennozh un arz gall. Er c’hontrol diouzh liv an amzer, mennozh un arz vroadel gant Dayot ne oa tamm liv estrengasaour ebet ennañ. Ur gelaouenn viziek skeudennaouet a voe savet gantañ e 1905, "L'Art et les Artistes" (An Arz hag an Arzourien), a gendalc’has da vezañ embannet betek 1939 dindan renerezh e verc’h Magdeleine.

Rendaeloù war AN DELWENN

Ur c’hentañ telwenn en arem gant Armand Dayot a voe savet e 1937 gant strollad ar re c’hlas Breizh, war ar c’hae gant an hevelep anv. Distaliet ha teuzet e voe an delwenn e 1941, da vare an dalc’hidigezh. E 1956 e voe staliet un delwenn nevez, ar wech-mañ a-dreñv d’an ti-kêr. Bremañ emañ lec’hiet ar pennzelwenn-mañ e park kastell Bertho.