Armanhac
Armanhac (Armagnac e galleg) zo ur vro istorel eus Okitania, etre ar stêrioù Adour ha Garona.
Hiziv an deiz eo rannet Armanhac etre departamantoù Landes ha Gers. Ur vro a labour-douar eo ha brudet eo an odivi a vez graet eno, an Armagnac.
Istor
kemmañSavet e voe kontelezh Armanhac e 960. E barr he brud e voe er XIVvet hag er XVvet kantved. Neuze e oa meur a gontelezh all e dalc'h aotrouien Armanhac : Rodés, Comenge, Charolais. Staget e voe kontelezh Armanhac ouzh Kurunenn Bro-C'hall dre deir gwech: da gentañ e 1481, da eil e 1607, gant Herri IV, asambles gant Navarra, Perigord..., da drede e 1751.
Anvioù-lec'h
kemmañKavout a reer ar ger Armanhac pe Armagnac en anv meur a gumun eus ar vro :
- Bretanha-d'Armanhac, Campanha-d'Armanhac, Tèrmis d'Armanhac... (en departamant Gers)
- Artés d'Armanhac, La Bastida d'Armanhac... (en departamant Landes)