Comenge (hervez an okitaneg) pe Comminges (hervez ar galleg) zo ur vro vihan eus Okitania, e traoñienn ar stêr Garona, er Pireneoù, hag ur rann eus Gwaskogn. Sent Gaudenç eo ar gêr vrasañ er vro.

Comenge
Kartenn eus broioù Gwaskogn war-dro 1150

En Henamzer e oa poblet douaroù Comenge gant ar bobl Convenae, unan eus pobloù Gallia Aquitania. Lugdunum Convenarum (Sent Bertran de Comenge hiziv) e oa o c’hêr-benn. Pa voe aloubet ar vro gant ar Romaned e voe lakaet ar c’h-Convenae e proviñs roman Aquitania da gentañ hag e hini Aquitania Tertia, pe Aquitania novempopulana, pe Novempopulania da c’houde. Aloubet e voe ar vro gant ar Wizigoted, ha gant Franked Hlodwig goude. Ul lodenn eus Dugelezh Akitania e voe, hag ur gontelezh emren, renet gant konted Comenge, e voe etre 949 ha 1453. Goude-se e voe staget ouzh rouantelezh Bro-C'hall.

Da vare an Dispac'h gall e voe rannet Comenge etre an departamantoù Hautes-Pyrénées, Gers, Ariège ha Haute-Garonne dreist-holl.

KêrioùAozañ