Arthur Barclay (31 a viz Gouere 1854 - 10 a viz Gouere 1938) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro (1904-1912).

Ganet e oa bet e Bridgetown (Barbados). Labourat a reas e kontelezh Montserrado a-raok bezañ sekretour-Stad e gouarnamant Joseph James Cheeseman. Dilennet e voe da brezidant e 1903, ha derc'hel a reas ar garg a brezidant eus ar 4 a viz Genver 1904 d'ar 1añ a viz Genver 1912 dre ma voe addilennet teir gwech c'hoazh goude.