Joseph James Cheeseman

Joseph James Cheeseman (1843 - 12 a viz Du 1896) a oa ur politikour eus Liberia, bet prezidant ar vro.

Ganet e oa bet en Edina, e kontelezh Grand Bassa. Prezidant Liberia e voe eus ar 4 a viz Genver 1892 d'an 12 a viz Du 1896. E-pad e brezidantelezh e voe rediet Liberia gant ar C'hallaoued da zilezel an tiriad en tu all da Cape Palmas evit stagañ anezhañ ouzh Aod an Olifant (1892). Mervel a reas Cheeseman a-raok fin e drede respet.