Aspasia
Aspasia (war-dro 470 kent JK[1],[2]– war-dro 400 kent JK,[1][3] (Ἀσπασία e gregach) a oa ur vaouez eus Miletos brudet abalamour ma taremprede ar politikour atenat Perikles[4] ha ma oa un hetaira.
He buhez
kemmañN'ouzer ket nemeur a dra diwar-benn he buhez. En Aten e veve ha levezoniñ a reas Perikles ha politikerezh kêr Aten. Meneget eo hec'h anv e skridoù Platon, Aristofanes, Ksenofon, ha re all, c'hoazh.
Skrivet o deus ivez e oa ur c'hast hag un houlierez, goude ma ne vije ket a-du an istorourien a vremañ, abalamour, emezo, ma oa skrivagnerien flemmus darn eus ar skrivagnerien-se hag e felle dezho noazout da Berikles.[5]
Istorourien all a lavar zoken ne oa ket un hetaira, nag ur c'hast, hag e oa dimezet da Berikles. Ur mab he doa bet gantañ, anvet Perikles ar Yaouankañ, a voe jeneral en arme Aten, hag a voe lakaet d'ar marv war-lerc'h emgann an Arginousai. Soñjal a reer e voe serc'h da Lysikles, ur politikour all, ha jeneral ivez, war-lerc'h marv Perikles an Henañ.
Yaouankiz
kemmañGanet e oa Aspasia e kêr Miletos, a zo hiziv e proviñs Aydın, e Turki. Diwar he ziegezh n'ouzer nemet gwall nebeut a dra: Aksioc'hos e oa anv he zad, hag anat e oa e oa un den a beadra rak ne oa nemet tud pinvidik hag a c'halle paeañ evit un deskadurezh vat evel an hini he devoa bet. Hervez skridoù kozh zo e c'hallje bezañ bet ur brizoniadez a vrezel deuet da vout sklavez, met n'eus tamm kred ebet enno [β][6]. Petra zo kaoz e teuas da Aten n'ouzer ket gwelloc'h. Dizoloet ez eus ur bez eus ar IVe kantved ha skrivet warnañ anvioù Aksioc'hos hag Aspasios. Diwar-se en deus klasket an istorour Peter K. Bicknell adsevel tiegezh Aspasia hag e liammoù gant Aten. Hervezañ e oa liammet gant Alkibiades II Scambonidae, a voe harluet (ostrakizet) eus Aten e 460 kent JK, hag en dije tremenet amzervezh e harlu e Miletos.[1] Bicknell a gav dezhañ ez eas an Alkibiades koshañ, war-lerc'h e harlu, da Viletos, da zimeziñ da verc'h un den anvet Aksioc'hos. Distroet e vije neuze da Aten gant e wreg nevez hag he c'hoar yaouankañ, Aspasia. Hervez Bicknell e oa anvet Aksioc'hos o bugel kentañ (eontr an Alkibiades brudet), hag Aspasios an eil. Lavarout a ra ivez e reas Perikles anaoudegezh gant Aspasia en abeg d'e zarempredoù gant tiegezh Alkibiades.[7]
Ar vuhez en Aten
kemmañHervez testenioù ar skrivagnerien gozh eta, ha mont a ra un nebeud istorourien a vremañ a-du ganto memes tra, e teuas Aspasia da vezañ un hetaira en Aten, ha moarvat da ren ur fouzhlec'h.[8],[9] An hetairezed a oa dudierezed a vicher ha tud a renk uhel.
Ouzhpenn bout koant ne oant ket evel merc'hed all kêr Aten, rak desket e oant, desket-bras zoken evel Aspasia, dizalc'h evit an arc'hant, ha paeañ tailhoù a raent ivez.[10],[11] Merc'hed "dieubet" a-walc'h e oant eta, hag Aspasia a zo ur skouer anezho.[10][12] Hervez Ploutarc'hos e veze keñveriet Aspasia ouzh Thargelia, un hetaira a wechall, eus Ionia ivez[13]. Evel estrenez ha marteze hetaira ouzhpenn, e oa diac'hub diouzh redioù ur wreg serret warni dorioù he zi, ha dre se e oa aotreet dezhi kemer perzh e buhez foran ar geoded. Dont a reas neuze da vout serc'h ar politkour Perikles war-dro penn-kentañ ar bloavezhioù 440. Torret e voe an dimeziñ etrezañ hag e wreg (war-dro 445), ha mont a reas Aspasia da chom gantañ, goude ma n'eo ket peursur e oant dimezet.[14]
O mab, Perikles ar Yaouankañ, a voe ganet war-dro 440 moarvat. Gwall yaouank e oa Aspasia, ma c'hanas ur bugel all diwar Lysikles war-dro 428 kent JK.[15]
Flemmadoù ha tamalloù
kemmañBrudet e oa Aspasia da c'houzout kaozeal ha kuzuliañ ha n'eo ket hepken evel un dra gaer da welout. Hervez Ploutarc'hos, e teuas o zi en Aten da vezañ ul lec'h darempredet gant ar speredoù lemmañ hag ar gwellañ skrivagnerien ha prederourien, betek Sokrates. A-hervez e teue ar wazed gant o gwragez zoken d'he selaou[16].
Dibenn he buhez
kemmañLevrlennadur
kemmañ- Danielle Jouanna, Aspasie de Milet, Fayard, Paris, 2005 (ISBN 221361945X).
- Nicole Loraux, « Aspasie, l'étrangère, l'intellectuelle », La Grèce au Féminin, Belles Lettres, en dastumad « Histoire », Paris, 2003, p. 133-164, (ISBN 2-251-38048-5).
- Claude Mossé, La Femme dans la Grèce antique, Complexe, Bruxelles, 1999 (kentañ embannadur e 1983) (ISBN 2-87027-409-2).
- Cecilia Cozzi. Aspasia, story of a woman, historical novel (italian), David and Matthaus, 2014 Italy ISBN 978-88-98899-01-2
Notennoù
kemmañ- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 D. Nails, The People of Plato, 58–59
- ↑ P. O'Grady, Aspasia of Miletus
- ↑ A.E. Taylor, Plato: The Man and his Work, 41
- ↑ S. Monoson, Plato's Democratic Entanglements, 195
- ↑ R.W. Wallace, Review of Henry's book
- ↑ J. Lendering, Aspasia of Miletus
- ↑ P.J. Bicknell, Axiochus Alkibiadou, Aspasia and Aspasios, 240–250
- ↑ Aristophanes, Acharnians, 523-527
- ↑ R. Just,Women in Athenian Law and Life",144
- ↑ 10,0 ha10,1 "Aspasia". Encyclopaedia Britannica. (2002).
- ↑ A. Southall, The City in Time and Space, 63
- ↑ B. Arkins,Sexuality in Fifth-Century Athens
- ↑ ref name="Pl24">Plutarch, Pericles, XXIV
- ↑ M. Ostwald, Athens as a Cultural Center, 310
- ↑ P.A. Stadter, A Commentary on Plutarch's Pericles, 239
- ↑ H.G. Adams, A Cyclopaedia of Female Biography, 75–76