Assemblea d'Unitat Popular
An Assemblea d'Unitat Popular (AUP) ("Bodad evit an Unvaniezh Poblel") a oa ul luskad disrannour katalanek krouet e 1993 gant al Luskad Difenn an Tir (MDT, Moviment de Defensa de la Terra) hag gant Disrannourioù ar broioù Katalanek (IPC, Independentistes dels Països Catalans).
En em vodañ a reas ar MDT hag an IPC gant izili eus La Crida ("Ar Galv") ha diwar an emgav-se e oa bet ganet AUP.
Pa dostaas an AUP da ERC e 1995 en em disrannas ha krouet e voe ur strolald all gant an dud aet kuit, anvet Kensavenn evit an Ober Unvan (PUA, Plataforma per la Unitat d'Acció).
E 1996 e oa bet disklêriet ec'h en em zivode ar strollad ha mont a reas an darn vrasañ eus an dud e-barzh ERC.