Esquerra Republicana de Catalunya
Esquerra Republicana de Catalunya ("Tu-kleiz Republikan Katalonia") a zo ur strollad politikel broadelour eus an tu kleiz a stourm evit dishualded Katalonia hag ar Broioù Katalan.
Rann eus | Junts pel Sí, Republican Left of Catalonia – Catalonia Yes, Republican Left of Catalonia-Municipal Agreement |
---|---|
Deiziad krouiñ | 19 Meu 1931 |
Anv berr | ERC |
Den e penn an aozadur | Chairman of Republican Left of Catalonia, Secretary General of Esquerra Republicana |
Prezidant | Oriol Junqueras |
General secretary | Elisenda Alamany |
Testenn ar ger-stur | La suma del nou país, la força del canvi |
Stad | Spagn |
Ezel eus | Emglev Libr Europa |
Luskad politikel | kleiz-kreiz |
Youth wing | Jovent Republicà |
Sez sokial | Barcelona |
Erlec'hiañ a ra | Acció Catalana, Catalan Republican Party, Estat Catalá |
Liv | melen, ruz, du, gwenn |
SRGB color hex triplet | FFB111 |
Lec'hienn ofisiel | http://www.esquerra.cat/ |
Rummad evit an izili | Category:Republican Left of Catalonia politicians |
Istor
kemmañKrouet e oa bet ar strollad e 1931 dre unvaniezh Estat Català, Partit Republicà Català ha La Opinió. Bleiniet gant Francesc Macià ha Lluís Companys e embannas ur stad katalan dizalc'h d'an hevelep deiz. E 1934 e voe dilennet Lluís Companys da brezidant ar Generalitat ha frankiz ar vro a embannas adarre e-pad emsavidigezh Asturiez. Emellout a reas al lu, avat, ha bac'het e voe pennoù ar strollad betek donedigezh an Talbenn Boblek Spagnat d'ar galloud. Ar strollad pennañ e teuas da vezañ e-pad ar Brezel Diabarzh Spagn met divodet e voe goude trec'h ar vroadelourien. E benn, Lluis Companys, a voe harzet e Frañs e 1940 ha kaset kuit da Spagn ma voe lakaet d'ar marv.
Adkrouet e voe ar strollad e 1993, goude distro an demokratelezh e Spagn. E dilennadegoù 2003 e c'hounezas 23 sez e Parlamant Katalonia ha kemer a reas perzh er gouarnamant betek ma voe kaset kuit dioutañ gant ar prezidant Pasqual Maragall i Mira e miz Mae 2006. 8 a gannaded en deus ivez e parlamant bro-Spagn hag ur sez e Parlamant Europa.