Astra y Unceta, Cía

Astra y Unceta, Cía, anvet da gentañ Unceta y Ezperanza ha war-lerc’h Unceta y Cía, a oa un embregerezh armoù-tan euskarat savet e 1908 ha diazezet e Gernika (Euskal Herria). Produet en deus armoù-dorn a-hed an XXvet kantved.

Ur bistolenn Campo-Giro, unan eus re vrudetañ an embregerezh Astra y Unceta.

Krouet e oa bet Unceta y Ezperanza e Eibar (proviñs Gipuzkoa) d’ar 17 a viz Gouere 1908 gant Juan Ezperanza Salvador ha Juan Pedro Unceta Barre Nechea Cendoya. Da gentañ e produe an embregerezh pezhioù pistolennoù aotomatek. Fonnus e oa an atalieroù armoù-tan hiniennel e Gipuzkoa abaoe un 300 vloaz bennak.[1]

E 1911 e krogas Ezperanza hag Unceta da gaozeal gant Pedro Careaga Garagarza, un ijinour en doa lakaet ur breved evit ur bistolenn damaotomatek nevez diazezet war ar Browning 1903 ha 1906. Kregin a rejont da broduiñ an arm dindan an anv Victoria. Abalamour d’an diouer a blas en Eibar ha d’un tabut gant sindikadoù ar gêr e choazjont sevel un uzin nevez e Gernika (proviñs Bizkaia). E 1914 e savas un harz-labour bras en uzin nevez. Goude un nebeud mizioù ez eas kuit al lod brasañ eus ar vicherourien. Unceta y Ezperanza a grogas neuze da broduiñ ur bistolenn nevez, ar Campo-Giro, a oa bet urzhiet gant an arme spagnolat.[2]

E deroù ar bloavezhioù 1920 e krogas an embregerezh da broduiñ ar pistolennoù Astra 400 hag o stumm bihan, an Astra 300 (1923).[2] E 1925 ez eas kuit ar familh Ezperanza eus an embregerezh. Adanvet e voe Unceta y Cía. Daoust da Spagn bezañ neptu en Eil Brezel-bed e sikouras Unceta y Ezperanza an Trede Reich o produiñ evitañ an Astra 6000, kambret e 9 mm Parabellum, adalek 1943.

E 1953 e voe choazet Astra y Unceta Cia, S.A. evel anv nevez an embregerezh. Etre ar bloavezhioù 1950 ha 1980 e produas pistolennoù all a bep seurt evit ar polis (Astra 357, Astra Police) pe ar sportoù tennañ (Astra Match). Er bloavezhioù 1980 e krogas ivez da broduiñ revolverioù kopiet war reoù ar merkoù Colt, Ruger pe Smith & Wesson.

Er bloavezhioù 1990 e oa lakaet diaes an embregerezhioù armoù-tan euskarat abalamour da gevezerezh Stadoù-Unanet Amerika. Dindan wask ar gouarnamant euskarat e voe savet ASTAR, ennañ mesket Astra y Unceta Cia, S.A. asambles gant o c’hevezerien bet Star Bonifacio Echeverria S.A. Ne badas ket pell ASTAR, ha mont a reas da get e 1998.

 
Armoù-dorn produet gant Astra y Unceta (eus an nec'h d'an traoñ) : revolver Astra 250 Inox (1980), pistolennoù Astra 3000 (1946) hag Astra Constable (1981)

Produioù

kemmañ
  • Victoria / Modelo 100
  • Ruby
  • Campo-Giro
  • Astra 400
  • Astra 300
  • Astra 900
  • Astra 500
  • Astra 600
  • Astra 3000
  • Astra 4000
  • Astra Falcon
  • Astra 357
  • Astra Match
  • Astra Police

Er sevenadur

kemmañ

Un Astra 300 goloet gant aour a voe profet gant an embregerezh e 1928 d’an diktatour Primo de Rivera.[2]

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) GUILLOU Luc ha GOURIO Philippe, Les pistolets Astra, Pardès, 1991

Daveennoù

kemmañ
  1. (fr) ESTIBA Paul, Bergara ou la vitalité basque, TirMag n°26, Meurzh/Mae 2024, pp. 118-121
  2. 2,0 2,1 ha2,2 (fr) L'aristocrate basque, L'Astra 3000 de Primo de Rivera, TirMag n°27, mizioù Even-Eost 2024, pp. 66-69
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan