Auguste Boncors, ganet e Rostrenenn d'ar 25 a viz Mae 1905 ha marvet e Sant-Wenn d'ar 27 a viz Eost 1971, a oa ur skrivagner breizhat gallek hag un drouiz anavezet evel Eost pe Eostig Bongorz, ha skrivañ a rae ivez evel Potr Rostren hag Aogust Bongorz.

Auguste Boncors
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhFrañs Kemmañ
Anv ganedigezhAuguste Paul François Marie Boncors Kemmañ
Anv-bihanAuguste Kemmañ
Anv-familhBoncors Kemmañ
Deiziad ganedigezh25 Mae 1905 Kemmañ
Lec'h ganedigezhRostrenenn Kemmañ
Deiziad ar marv27 Eos 1971 Kemmañ
Lec'h ar marvSant-Wenn Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetgalleg Kemmañ
Micherskrivagner Kemmañ

Skoliet e voe e skolaj Kampostal e Rostrenen, ha goude e skolaj Saint-François e Kintin, ma voe skarzhet dre ma vije bet kavet noazh en un arc'h. Eus ur skol gatolik e Sant-Brieg (Sant-Charlez?) e voe skarzhet ivez evel skoliad disentus.

E miz Eost 1943 e voe diskuliet ha harzet gant ar Gestapo, kaset d'an STO, ha goude da Auschwitz, Buchenwald, Dora ha Niederhausen (Tirol). Pa zistroas ac'hano e kavas labour e ti Renault e Pariz ma taremprede Kêr Vreizh.

Beziet eo e bered Rostrenen, e-kichen bez Armand Robin.

Oberennoù

kemmañ
  • Requiem Aeternam ha Résurrection de Sapho ;
  • Odes triomphales, div lodenn, entre 1937 ha 1939 ;
  • Chant national à Guynemer, 1938 ;
  • Trois Orphées aux enfers, gant Ronan Pichery-Abroc'hell ha François Jaffrennou-Taldir, 1952.
  • Klotennou Klod-Heol, Poèmes Solaires, Rakskrid gant Ronan Pichery-Abrochell, embannadurioù Le Cercle de Brocéliande, trede trimiziad 1953.