Aurore Martin zo un emsaverez euskarat, ganet en Auloron (Bearn) e 1979 ; gall eo he c'heodedouriezh.
Un ezel eo eus ar strollad politikel Batasuna, a zo anzavet evet kevarzhe sevenadurel e Bro-C'hall ha berzet gant al lezenn spagnat abaoe ar 5 a viz Mezheven 2003.

Aurore Martin, e Biarritz e miz Mezheven 2011
Aurore Martin o prezeg e Biarritz

Dre un urzh europat e voe goulennet gant ar Stad spagnat ma vije Aurore Martin kaset da Spagn a-benn bezañ barnet evit "bezañ kemeret perzh en un aozadur spontour" abalamour d'ur brezegenn he devoa graet e 2003 war an tiriad spagnat en anv Batasuna, hag evit na vezañ aet d'em ginnig dirak ar boliserien spagnat da zisplegañ he oberezrezhioù en anv Batasuna etre 2005 ha 2008. A-du e savas lez-varn Pau[1].

E miz Kerzu 2010 ez embannas Aurore Martin e yaje da guzhat rak krediñ a rae dezhi e oa polis Bro-C'hall o klask war he lerc'h. Goude bezañ chomet kuzh e-pad 6 miz e tisklêrias d'an 18 a viz Mae 2011 — dirak un engroezad dalc'hidi, politikourien en o zouez — e tistroje d'he buhez politikel, daoust dezhi bezañ sur-mat e vije roet gant Bro-C'hall da Spagn, ma oa en arvar da dremen 12 vloaz en toull-bac'h en abeg d'he frezegenn[2].

D'an 21 a viz Mezheven 2011 e klaskas poliserien Bro-C'hall he herzel e Baiona, e ti he c'hoar. Pa oant ouzh he zennañ er-maez eus ar ranndi e voe Aurore Martin gronnet gant tud a zeuas a-benn d'he lakaat da dreuziñ ar stêr Errobi betek leurgêr Saint-André. Eurvezhioù-pad e chomas gwarezet gant tremen 200 a dud. Gronnet e voe al leurgêr gant ar boliserien, a yeas kuit pelloc'h[3].
D'an 10 a viz Kerzu 2011 e kemeras Aurore Martin perzh en ur gerzhadeg e Baiona, hep bezañ harzet.

D'ar 1añ a viz Du 2012 avat e voe harzet ha kaset da Spagn, m'emañ bac'het e Soto del Real abaoe.
D'an 2 a viz Du 2012 e voe maodiern gall an diabarzh, Manuel Valls, tamallet gant Batasuna bezañ torret argerzh ar peoc'h dre ma n'eus anezhañ "nemet ul liamm etre Madrid ha Pariz"[4], emezo.

Meur a zen brudet, politikourien en o zouez, a embannas e oant souezhet ha nec'het gant diviz Bro-C'hall.
Xabi Larralde, mouezh Batasuna, a lakaas an ermaeziadenn da dagadenn frank ouzh argerzh ar peoc'h hervez follenn-hentiñ Ayete (17/10/2011). Politikourien eus an tu kleiz spagnat a loc'has un emsav dre an Internet evit goulenn digant prezidant Bro-C'hall, François Hollande, ma vije divac'het Aurore Martin, ar pezh a nac'has.
D'ar 5 a viz Du 2012 e voe kantadoù a dud o tibuniñ e Baiona enep harzadenn hag ermaeziadenn stourmerez Batasuna.

Aurore Martin eo ar geoderourez c'hall gentañ o vezañ kaset d'an estrenvro evit bezañ barnet eno en abeg d'he mennozhioù politikel.

  • D'an 22 a viz Kerzu 2012 e voe Aurore Martin divac'het en eskemm ouzh ur gretadenn a 15 000 €, ha kaset da Vro-C'hall en-dro. Berzet eo dezhi distreiñ da Spagn.

Notennoù

kemmañ
  1. EITB (es)
  2. EITB (eu)
  3. ARGIA (eu)
  4. L'express (fr)

Liammoù diavaez

kemmañ