Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Ur yezh diwar danzen pe ur yezh Ausbau (e alamaneg : Ausbausprache [ˈaʊsbaʊˌʃpraːxə]) a zo ur seurtad yezhel a zo bet lakaet d’ober ur yezh dizalc’h evit abegoù kevredadel pe bolitik.

Savelet eo bet ar meizad gant Heinz Kloss e 1967. Diazezet en deus hemañ daou hollad distag ha dizalc’h a-walc’h a zezverkoù hag a arguzennoù evit deskrivañ ur seurtad evel ur yezh dizalc’h kentoc’h eget ur rannyezh : unan kevredadourel, evit ar yezhoù diwar danzen, hag unan yezhoniel, evit ar yezhoù diwar pellder. En enep d’ar yezhoù diwar danzen, hag a zo liammet gant o ferzhioù strukturel, e vez kemmet amañ ar yezhoù diouzh ar re all diwar o arc’hwelioù kevredadel pe bolitik.

Ur yezh diwar danzen a zo ganti un doare-skrivañ hag ur yezhadur reizhennet hag ur c'heriaoueg ledan ha resis a-walc'h, pan eo bet « stummet pe adstummet, doareet pe addoareet – ne vern peseurt degouezh e ve – evit dont da vezañ ur benveg skoueriekaet evit an ezteuler lennegezh »[1]. Daou seurtad yezh hag a c'heller ober gante en un doare komprenus kenetreze a c'hell bezañ sellet e-giz div yezh disheñvel ma'z eo pep hini ur yezh diwar danzen, da skouer : ar serbeg hag ar c'hroateg, an daneg hag an norvegeg, an izelvroeg hag an afrikaans, ar finneg hag an estoneg pe c'hoazh, met nebeutoc'h, an hindeg hag an ourdoueg.

Evit Heinz Kloss e pourchas ar yezh diwar danzen un "doenn" (e alamaneg : Dach) d’ar seurtadoù en he dalc’h[2]. Ur yezh-to eo neuze.

Notennoù

kemmañ
  1. Heinz Kloss 1967, p. 29.
  2. Ammon 2004, p. 280.

Levrlennadur

kemmañ
  • Ammon, Ulrich (2004), "Standard Variety", in Wiegand, Herbert Ernst, Sociolinguistics: An International Handbook of the Science of Language and Society, vol. 1 (2l emb.), Berlin: deGruyter, pp. 273–283, ISBN 978-3-11-014189-4.
  • Kloss, Heinz (1967), "'Abstand languages' and 'ausbau languages'", Anthropological Linguistics, 9 (7): 29–41, JSTOR 30029461.

Gwelit ivez

kemmañ