Axel von Fersen an Henañ

Ur pennad Axel von Fersen zo ivez.

Fredrik Axel von Fersen (1719-1794) , anavezetoc'h hiziv evel Axel von Fersen an Henañ, a oa ur c'hont svedat, brezelour ha diplomat.

Fredrik Axel von Fersen

E vuhez kemmañ

Mab e oa da Hans Reinhold von Fersen, letanant-jeneral, eus un tiegezh brudet eus Livonia.

Brezelour kemmañ

E 1740 ez eas da soudard gant ar Warded Svedat hag etre 1743 ha 1748 edo e Bro-C'hall gant ar rejimant Royal Suédois, ma savas da vrigadier.

Perzh a gemeras e Brezel Seizh Vloaz, hag e 1759 edo war-dro Usedom ha Wollin o stourm ouzh ar Brusianed.

Politikour kemmañ

Brudetoc'h eo evel politikour avat, ha teir gwech e voe anvet da brezidant noblañsed Sveden er parlamant. Enebour e oa da gostezenn al lez, ha d'ar roue Gustav III e-pad meur a vloaz.

E 1756 e reas kondaoniñ kont Brahé d'ar marv, ha gantañ aotrouien all a felle dezho ober un dispac'h evit kreskiñ galloud ar roue.

E 1789 e voe harzet ha perzh ebet ken ne gemeras er politikerezh.

Dimeziñ ha bugale kemmañ

Dimezet e oa d'ar gontez Hedvig Catharina De la Gardie (1732–1800). Pevar bugel o doe, hag en o zouez :

Skrivañ a reas ul levr eñvorennoù, Historiska Skrifter, ha n'haller ket re fiziout enno evit kavout ar wirionez rik. Ezel e oa eus Akademiezh Sveden.