Aztec : Malédiction au cœur de la cité d'or
Aztec : Malédiction au cœur de la cité d'or ("Aztek : Mallozh e kalon ar geoded aour") zo ur c'hoari video savet gant Cryo Interactive hag embannet e 1999.
A Z T E C | |
---|---|
Embanner | Cryo Interactive |
Diorreer | Cryo Interactive |
Diazez | PC (Windows) Sony PlayStation |
Deiziad an embann |
War PC Bro-C'hall : Here 1999 War PlayStation Bro-C'hall : 1 Kerzu 2000 |
Doare | Troioù-kaer |
C'hoarierien | 1 |
Mediom | CD-ROM |
Reoladur | Klavier/logodenn Dornell |
Senario
kemmañPetit Serpent ("Naerig") zo un aztek yaouank hag a zo o chom en Atoyac, ur gêriadenn amezek da gêr Denochtitlan, e Mec'hiko a-vremañ.
Un deiz, hag eñ aet da chaseal, e wel ur brezeler otomi o vuntrañ un denjentil. A-raok mervel e ro an denjentil-se da Naerig un dro-vrec'h kinklet gant div naer en-dro d'ur c'herl obsidian, ha mouslavarout a ra anv ur barzh : « Tlatli ». Prestik goude eo flatret Naerig d'ar warded gant ar muntrer e-unan, ha lakaet da bennabeg marv an denjentil.
Pa zistro d'ar gêriadenn e klev eo bet skrapet e gerent, hag ur c'hleñved iskis a zo erruet er vro.
Goude-se e ya betek karter kenwerzhel Tlatelolco, ma klev keloù eus marv ar barzh Tlatli. Sklav ar barzh a lavar en doa Tlatli goulennet digantañ mont da garter an artizaned da glask turkvaen. Gant Tlatli ivez e oa ar gelc'hienn a oa bet roet gant an denjentil.
E karter an artizaned e kej Naerig ouzh ur brezeler yaouank anvet Chimali hag a lavar dezhañ ec'h eo "Turkvaen" anv ur serc'h yaouank hag a zo o chom nepell. Honnezh a lavar e oa Tlatli war-nes kuitaat ar vro a-gevret gant un artizan anvet Chacoatl. Tamm-ha-tamm e teu anat emañ an daou vuntr ereet ouzh an droug a vez o vreviñ ar vro : e kerz Tlatli e oa ur parch hag a venege an droug-se.
Gant harp Chacoatl e teu Naerig a-benn d'en em silañ e palez an impalaer Moctezuma, ma kej ouzh kuzulierez an impalaer, ar Wreg-Naer, a vac'h anezhañ war an tach. Un tun eo ar vac'hadenn-se e gwirionez, evit ma ne ouife ket enebourien an impalaer diwar-benn ar gejadenn. Un emglev zo tizhet en diwezh : mar ne gav ket Naerig orin ar c'hleñved-red e vo aberzhet e dud.
E Tenochtitlan e ro Naerig arc'hant d'ur c'hlasker-bara, hag a ro un dro-vrec'h aour dezhañ en eskemm.
Goude bezañ distroet da garter an artizaned en em gav Naerig war roudoù an oberour kelc'hiennoù obsidian ; hemañ a lavar dezhañ ez eus pemp kelc'hienn en holl, hag a zo bet roet d'an aotrou Tri Lapin.
Unan eus sklaved an aotrou-se a lavar da Naerig e oa boas e vestr da zaremprediñ unan eus azeuldioù ar Greizenn Lidel.
Gant harp Turkvaen en em sil Naerig en azeuldi, ma kav emañ an aotrou Tri Lapin oc'h itrikañ gant ar velegez Papatzin evit ampoezoniñ an dour ha divrudañ an impalaer.
Dre enklask e kav Naerig an andon a zo pistriet gant ar gavailherien. Penn an irienn eo an aotrou Boked Du, a laka Naerig da zibab etre ampoezoniñ an dourbont pe evañ ar poezon. Evañ ar poezon a ra Naerig, ha lammat en dour. Saveteet eo gant Chimali ha louzaouet en ur gêriadenn.
Pistriet eo bet ar Wreg-Naer, ha ret eo da Naerig degas an digontamm dezhi, hogen harzet eo gant an aotrou Tri Lapin.
Emañ Naerig war an aoter-aberzhiñ pa verz an impalaer an dro-vrec'h aour a oa bet roet gant ar c'hlasker-bara : an impalaer e-unan a oa bet o c'houlenn an aluzen, evel ma oa boas d'ober evit priziañ madelezh e bobl.
Digastizet eo Naerig hag e dud ha, pa c'hallont displegañ ar wirionez, e teu an irienn war wel.