Bae Txingudi (Txingudiko badia en euskareg) a vez lâret eus aber ar stêr Bidasoa, diwar an anv Txingudi, ar vroig en daou du d'ar stêr. Bevennet eo er c'hreisteiz gant ar pontoù dreist ar stêr etre Hendaia en Iparralde hag Irun en Hegoalde, e Gipuzkoa, hag en hanternoz gant Beg ar Fiezenn (Higer lurmuturra) e lez kleiz an aber, en Hondarribia, ha beg Sokoburu el lez dehou.

Bae Txingudi: Hondarribia en tu-mañ hag Hendaia en tu all.

Ul lenn sioul eo ar bae d'an uhelvor, un aber lec'hidek d'an daere. Da Euskariz n'eo nemet un aber, d'ar stadoù avat eo un harz naturel etre Spagn ha Bro-C'hall.