Baía de Todos os Santos

(Adkaset eus Bae an Hollsent)

Ar Baía de Todos-os-Santos, pe Bae an Hollsent, eo brasañ pleg-mor Brazil, hag e stad Bahia emañ.

Baía de Todos-os-Santos
Kartenn istorel ar pleg-mor, gant Salvador da Bahia

Anvet e voe e 1501, pa zegouezhas listri eus Portugal, warno tud kaset da ergerzhout douaroù nevez hag a oa bet dizoloet bloaz a-raok gant Pedro Álvares Cabral. D'ar 1añ a viz Du e oa, Dia de Todos os Santos, da lavarout eo Gouel an Hollsent hervez an deiziadur katolik.

E penn al listri-se e oa Gaspar de Lemos, ha gantañ edo Amerigo Vespucci, kartennour ha skrivagner, a oa o vont da reiñ e anv d'ur c'hevandir penn-da-benn, ha hennezh neuze da gregiñ da envel kement torosenn war-lerc'h sant an deiz ma vezent spurmantet.

Deiz an Holl Sent e oa en deiz-se, ha diwezhatoc'h e voe dibabet sevel el lec'h-se ar gêr a voe kentañ kêr-benn Brazil : Salvador.

Abalamour dezhi eo e voe roet d'ar stad anv Bahia.

Er pleg-mor ez eus un toullad inizi, hag en o zouez:

Kumunioù

kemmañ

Setu anvioù kumunioù ar bae:

Notennoù

kemmañ