Bagoas (Bagoi en henberseg, Βαγώας / Bagôas e gregach) a oa un tizhog, egiptat a orin, ha mignon da roue Pers Artaxerxes III.

Bagoas
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Deiziad ganedigezh4vet kantved kt JK Kemmañ
Deiziad ar marv336 BCE Kemmañ
Doare mervelmuntr Kemmañ
Abeg ar marvampoezonet Kemmañ
Kondaonet evitrouelazh Kemmañ
Micherpolitiker Kemmañ
Kargvizier Kemmañ
Subject has roleTizhog Kemmañ

En em glevet e oa gant ar pennbrezelour Mentor, eus Rodos, evit sujañ Egipt a-nevez ouzh Impalaeriezh Pers (war-dro 342 moarvat). Kement a c'halloud en doe neuze ma voe gwir vestr ar vro[1].
Kavout a reas un doare da binvidikaat buan. Skrapañ a reas levrioù sakr temploù Egipt ha goulenn a reas arc'hant bras evit o daskor d'ar veleien[2].
Pa oa bet lazhet Johannes e Templ Jeruzalem gant e vreur, ar Beleg Meur, e lakaas Bagoas (a oa a-du gant Johannes) un tailh nevez war ar Yuzevien, hag ez eas e-unan e-barzh an Templ (pezh a oa berzet gant ar veleien yuzev), o lavarout e oa-eñ glanoc'h eget ar vuntrerien[3].

En 338 e reas lazhañ ar roue hag e holl vibien, nemet Arses a voe lakaet gantañ war an tron. Hervez ur vojenn kontet gant Élien[4] e vije bet lazhet ar roue Artaxerxes III gant Bagoas, peogwir en devoa roet urzh da lazhañ an tarv sakr Apis, hag e roaskorf ar roue da zebriñ d'e gizhier.

Dre ma ne gave ket Arses sentus a-walc'h outañ e roas urzh d'e gontammañ en -336. En e lec'h e lakaas ur priñs all, Darius III Codoman. Siwazh dezhañ ne oa ket sentusoc'h ar roue nevez eget Arsès. Met furoc'h e oa Darius, ha komprenet en doa petra a oa en em gavet gant arrouaned all, hag ober a reas da Vagoas evañ ar c'hontamm en doa aozet evit ar roue[5].

Notennoù

kemmañ
  1. Patrom:DioBib, XVI, 50 ; cf. Didymus, Comm. in Demosth. Phil. VI. 5.
  2. Diodoros, XVI, 51.
  3. Flavius Josephus, Antiquitates Judaicae, XI, 7, 1.
  4. Patrom:ÉliHis, VI, 8.
  5. Diodoros, XVII, 5 ; Johann. Antioche, p. 38-39 embannadur Muller ; Arrien, II, 14, 5 ; Curt., VI, 4, 10.